40 vloaz al lezenn Veil

Simone_VeilD’ar 26 a viz Du 1974, ouzhpenn 40 vloaz zo, e kinnig Simone Veil ul lezenn nevez evit aotrañ an diforc’hañ dirak ar vodadenn vroadel 421 paotr ha 9 flac’h anezhi. E-pad tri devezh e vo tabutet gant paotred dreist-holl neuze evit divizout ma vo aotreet ar merc’ged d’en em savelañ o-unan. Un tri devezh a lako Simone Veil diaes, kunujennet e vo er straedoù, resevet ‘vo ganti gourdrouzoù a varv hag e kavo kroazioù kamm livet war voger he zi. Met kendrec’het eo ministrez ar yec’hed gant he lezenn. D’ar mare-se e c’houzañv maouezed Frañs 300 000 diforc’h graet aliez e plegennoù spontus. En abadenn e tistroimp war an amzer a-raok al lezenn Veil lakaet e pleustr d’ar 17 a viz Genver 1975, 40 vloaz zo, war vat al lezenn-se ha stad an traoù hiziv an deiz. Marie Le Du, perzh eus ar gevredigezh L’Abri Côtier o sikour tud taget gant ar feulster priedel ha feminist abaoe bloavezhioù, ha Naig Gars, bet perzh eus ar Planning familial er bloavezhioù 70 ha stourmerez evit gwirioù ar merc’hed.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *