Search Results for: benjamin bouard

Tourmant ’87

Un heuliad abadennoù gant Benjamin Bouard, war-benn an tourmant bras oa bet e Breizh e 1987. Kar d’ar bemzek a viz-Here 1987 oa bet fall-spontus an amzer er vro ! 180 km dre an eur oa bet muzuliet an avel e Kemper, 200 km dre an eur war vord ar mor ha betek 216 km dre an eur e Beg ar Raz. Tier ha toennoù oa bet freuzet ur bern, pilet oa bet al linennoù-elektrik ha kalz-kalz gwez oa kouezhet gant an avel.

Mervel

N’eus ket keit-se zo c’hoazh, ar pep brasañ deus an dud a varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet eo an traoù bremañ : paeet ‘vez tud evit ober war-dro hor re varv.

Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc’h en em gavout gant meur a hini e Bro-Gerne ha Bro-Gwened, tud kontant da gontañ deomp deus ar mod ma veze graet war-dro ar re varv gwechall.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Un abadenn Liesvouezh

C’hwezh an deiz

C’hwezh an deiz, an abadenn o tigeriñ an devezh ! Atersadennoù, reportajoù, keleier ha liv an amzer.

Kinniget gant Benjamin Bouard, Morgane Bramoullé ha Marianne Vaidie.

Re a vrini-tour er vro ?

podkast

Komañset eo al labourerien-douar da vont skuizh gant ar brini-tour ! E Breizh-Izel ‘zo bet dic’hastet meur a barkad maiz ganto ha setu oa bet dav hadañ en-dro. Met n’eus ket bet dizomajet den ebet evit an dra-se evit ar mare. Lod a gav da lâret neuze ‘vefe dav lazhañ un nebeut re kuit dezho da zont re stank er vro. Pezh eo, n’haller ket ober drouk d’al lapoused-se sañset, peogwir int difennet gant al lezenn.

Petra ober neuze ? Jean-Noël Ballot, ornitologour e Breizh Vev, ha Didier Goubil, deus kambr al labour-douar e Kemper, a zo ‘vont da lâret o soñj deomp diwar-benn an dra-se.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn