A-dreñv ma zi

podkastEn abadenn Deomp de’i e vo selaouet ur rimadell hag un istor kontet gant Per Meñs-Pegailh d’ar vugale e mediaoueg Kemper.


Ar rimadell Glazig ha Melenig, dedennus da zeskiñ. Gwellet e vo peseurt liv e teu da vezañ al livioù glas ha melen pa vezont mesket.
Setu ar pozhioù :

Glas, glas, glas,
Penn da benn,
Setu Glazig !

Melen, melen, melen,
Penn da benn,
Setu Melenig !

Hag e pokont,
Hag e pokont
An eil d’egile !

Gwer, gwer, gwer,
Penn da benn,
Setu Glazig ha Melenig !

Ha da c’houde, ur gontadenn vihan : A-dreñv ma zi.
E kronikenn Loenig loen e vo komzet diwar-benn ar bleizi…hoouuuuu.
Evit echuiñ brav : ur gronikenn nevez flamm, 100 popl & 100 giz, ur gronikenn diwar-benn ar pobloù dianavezet pe get ! Hiziv vo ar bobl Fon !

Amazonedez Fon

Amazonezed Fon

Sonerezh : I don’t want nobody, Popa Chubby
Abassi, ur ganaouenn e yezh Fon :

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *