Aborijened an Indez a zo ‘vervel evit an tigred

podkast

Ur plac’h “chenchu” bet kaset ‘maez he c’hêr vihan e park Nagarjunsagar Srisailam (foto : Survival International)

E-doug ar bloavezhioù 1970 ne chome ket kalz tigred ken e Indez. Ar gouarnamant a oa graet e soñj gantañ krouiñ parkoù bras evit ar re-mañ ha setu ‘soñje dezhañ ‘oa dav kas an Aborijened e-maez. Hiziv an deiz emañ kalz gwelloc’h ar jeu evit an tigred, gwir eo, met fall-spontus emañ an traoù evit ar pobloù bihan a zo ‘chom er parkoù-se. Lod a zo bet kaset kuit deus o c’hêrioù, lod all a zo marv gant an naon. Un nebeut re a zo bet gloazet pe lazhet memes gant gardianed ar parkoù.


Pellgargañ ar gronikenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.