Aet eo Louise Ebrel d’an Anaon

Aet eo Louise Ebrel d’an Anaon. Ganet e oa bet e 1932 e Trefin hag e oa merc’h da Eugénie Goadec. Ur ganourez brudet e oa, war leurennoù ar festoù-noz pe o kanañ gant Les Ramoneurs de menhirs. Lâret a reomp kenavo d’ur vaouez fentus ha dieub. Ra vo skañv an douar dezhi.

Kinnig a reomp deoc’h adselaou un abadenn savet e 2012. War-nes lidañ he fevar-ugent vloaz dre ur fest-noz meur e oa Louise Ebrel : kontet he doa deomp he buhez, buhez he familh a ganerien ha kanerezed, buhez he c’homperien war al leurenn… Startijenn ‘oa !

Un abadenn gant Laetitia Fitamant

Pellgargañ an abadenn

 

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.