Agenda 21 kêr g/Konk

agenda-21Ti-kêr Konk zo krog da lakaat e pleustr an Agenda 21, ur steuñv bedel degemeret e 1992 evit ma vije ar c’hentañ kantvet warn-ugent, ur c’hanvet troet war an diorren padus. E Konk-Kerne neuze e vo savet un atalier keodedel, ar pal : lakaat ar sitoianed da gemer perzh e buhez foran ar gêr, lakaat ‘nezho da sevel kinnigoù war ekonomiezh, sevenadur pe c’hoazh straedoù Konk. Vefa Guenegan a vo ganeomp evit kinnig ar raktres nevez-mañ. Evit skeudennaouiñ ar pezh e c’heller krouiñ oc’h heuliañ alioù an Agenda 21 e lakaimp ar gaoz war un intrudu sitoaien, ar Ruskenn a lâr ya. Ur stumm kevredigezh broadel o kinnig d’ar broduerien hag d’ar vevezerien dont en darempred an eil re gant ar re all war-eeun. Met kregiñ a raimp an abadenn gant Gabriel Bourroulec a zo bet perzh eus taol-arnod Agenda21 departamant Penn ar Bed : lakaat un dregontad a familhoù d’en em stummañ war an Agenda 21 er vuhez bemdeziek.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.