Alje 57

podkastaljeAlje 57 zo ur romant brezhonek savet gant Pierre-Emmanuel Marais, hag embannet e 2012 gant Al Liamm. Kaoz zo ennañ eus ar “Genkiz Susini” hag eus ar jahinañ a-enep da stourmerien aljerian ha da soudarded c’hall zoken. Daoust ha gouest eo an den da zisoñjal euzhadennoù ar brezel ? Yann Lozac’h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeliñ, ne c’hell ket kaout an dizober eus an eñvorennoù kriz-se o krignat e spered bremañ m’eo distro d’e vro. Da goulz an avaloù, p’eo deuet ar poent d’ober sistr e teu war e spered eñvor Tara, an Aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, “evel ur wagenn a zic’hoanag oc’h aloubiñ e ene”. Tapet e oa bet en ur pech, eñ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien.
maraisUr skrivagner ganet e Naoned eo Pierre-Emmanuel Marais. Ganet eo e 1968 en ur familh a orin eus Kastellbriant ha Gwenrann. Skrivet en deus levrioù, romantoù ha danevelloù e brezhoneg hag e galleg. Danevelloù zo bet embannet gantañ e-barzh ar gelaouenn Al Liamm. Desket en deus brezhoneg e-kerzh ar c’hentelioù noz e Naoned, ha bet eo kelenner ivez diouzh an noz e-pad pemp bloaz. Krog eo da skrivañ e brezhoneg abaoe un toullad bloavezhioù hag en em varreka seul ma skriv. Kalz a blijadur a zegas se dezhañ. Disheñvel eo skrivañ e brezhoneg diouzh ar galleg, met ne oar ket perak. Marteze ez eo abalamour ma lak ar brezhoneg anezhañ da hunvreal dre ma ‘z eo un tammig hud.

Ul lennadenn gant Loik Jade.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *