An egor

Distro skol e Pleur …
… mui un nebeud fedoù war an egor hag an douar hag ur rekipe evit fardañ kookiz smartiz !

Adkavet ‘vo e-barzh an abadenn :
Atersadenn: Glenn a zo aet daved ar re CM1/CM2 eus skol divyezhek Pleur evit gwelet ganto penaos e ya an distro skol.

Sonerezh: Cool kids gant Echosmith : a-wechoù e c’heller en em santout disheñvel eus ar re al, dreist holl ar vugale “kool”, met kool hervezh piv? Bez kool hervezh da soñj dit te !

Keleier ar vugale: Un nebeud fedoù war an egor hag an Douar evel da skouer…
– Ne ‘z eus avel ebet war al loar, ma rit un dresadenn war an draezenn e chomo e-pad milvedoù a bloavezhioù.41c7611485c41f5e928164888690
– Gellet a reer lammat 6 gwech uheloc’h war al loar.
– Un den hag a bouez 90kg war an Douar en do ur bouez 34kg war planedenn Mars a-blamm d’ar gravitelezh.
– Takenn ruz Jupiter a c’heller gwellet a zo ur gorventenn bras spontus hag a bad abaoe 300 vloaz zo.
– Ma c’hoarvez ur grenn douar e-kreiz ar mor e c’hell sevel gwagennoù divent hag a c’hell dour beuziñ kerioù a-bez. Anvet e vez ar gwagennoù se “Tsunami”

Selaouit an abadenn evit gouzout muioc’h diwar-benn an egor!

Rekipe: Kookiz smartiz

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *