An hini marv

podkastmarvAn danevell “An hini marv” zo tennet eus an dastumad testennoù Truez va doue gant Joseph Abask, skrivagner, bet enoret en 1992 gant Kolier an Erminig. An destenn-mañ zo bet awenet gant danevell kaer James Joyce: “The dead” a gaver en dastumad Dubliners. Un destenn diwar-benn ar garantez hag ar gwarizi.
Ur skrivagner brezhonek eo Jozef Abasq, ganet e Gwiproñvel e 1923. Kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg eo bet e Naoned. Kentelioù brezhoneg en deus bet graet e skol-veur Naoned ivez. Skrivet en deus e-barzh ar c’helaouennoù Brud, Brud Nevez hag Al Liamm dindan an anv-pluenn Didrouz peurvuiañ. Un troour diwar ar c’hembraeg (Kate Roberts, R. Gerallt Jones, Bryn Williams) hag ar saozneg eo ivez. Roet eo bet ar priz Langleiz dezhañ e 1990. Marvet eo Jozef Abasq d’an 20 a viz Kerzu 2006.

Un destenn dibabet ha lennet deomp gant Laetitia Fitamant.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *