Ar menezioù-tan

podkast

Ar Stromboli

Goût a ouzoc’h petra eo ur menez-tan ? Petra eo ur menez-tan kousket ? Petra eo an diferañs etre ur menez-tan glas hag ur menez-tan ruz ? Pelec’h vez kavet menezioù-tan ? Tunvezh ha Benjamin a zo vont da zeskiñ an traoù-mañ deoc’h ! Pignal a rimp asambles ganto war-lein ar Stromboli e Italia. Peseurt chañsadenn ! Un dislonkadenn a zo o tont ! Goude-se neuze e yimp da welet ur menez-tan droll a-walc’h, ar Pinatubo.

Geriaoueg an abadenn :

ur menez-tan : un volcan
tommheoliañ : s’exposer au soleil
war-gern = war-lein
ar c’hrater = toull ar menez-tan
stokiñ = stekiñ : s’entrechoquer
distokañ : s’écarter
un dislonkadenn : une éruption volcanique
maen-teuz = magma
divouedañ : donner faim
berradennoù-magma : des coulées de lave
temzañ : mettre de l’engrais / temz : engrais
un « takad tomm » : un « point chaud »
difregiñ : détruire
dour-trenk : de l’acide

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *