Ar re ruz o blev

podkast5681954507_9fdbe0c44a_oD’an 12 a viz Genver e vez lidet ‘Kiss a Ginger Day’, un devezh gouestlet da bokañ d’an dud gant blev ruz. Perak ‘ta gouestliñ un devezh d’ar re ruz o blev ? Ar fed eo ez eus c’hoazh tud gwasket peogwir eo ruz o blev. Hannah, plac’h yaouank a Zouarnenez, Niza, maouez kozh eus Kemperle, ha Lena Louarn, bezprezidantez rannvro Breizh, ruz o blev, a ro o soñj war ‘pezh a chañj en o buhez liv o blev.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.