Ar repuidi yaouank

KABUL PROVINCE, Afghanistan (Dec. 18, 2010) -- A young Afghan refugee makes her way through a crowd of other refugees after getting a bag of clothing from International Security Assistance Force military members. The ISAF members plan to conduct humanitarian missions to the refugee camp in Kabul monthly to provide needed items to the refugees. (US Air Force photo by Staff Sgt. Stacey Haga)

Repuadez afghan yaouank

podkastE-touesk 48 milion a vugale diwriziennet ha strewet dre ar bed e konter 28 milion a vugale bet kaset pell eus o bro gant ar feulster hag ar brezelioù, hervezh kont an Unicef.
Muioc’h evit un hanter ouzhpenn a vugale diblaset a zo bet kemeret en karg gant Komisardi meur ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi etre 2005 ha 2015. An niver diwezhañ a vugale o vont da vevañ da lec’hioù all e-pad an amzer-se a zo kresket a 21%. E fin 2015 ‘oa 31 milion a vugale e-touesk ar repuidi. Tost da 50 milion a vugale diwriziennet er bed, neuze, hervezh an Unicef, met chom a ra an aozadur war evezh. Da lâret eo, tost 50 milion, d’an nebeutañ. 28 milion deusoute a zo tec’het kuit abalamour d’ar brezelioù. Diwar zifrae e ranker reiñ sikour dezhe : un doenn, dour, boued, dilhad, ar pep retañ da gentañ. 20 milion all a vugale a zo bremañ repuidi abalamour d’ar baouentezh ha da feulster o c’hevredigezhioù. 45% eus ar vugale lakaet dindan gwarez an ONU a zo a-orin eus Siria hag Afghanistan. Un diferañs a vez graet c’hoazh gant Aozadur ar Broadoù-Unanet : ma kaver kalz tud o tivroañ war an hentoù ez eo yaouankoc’h ar boblañs a repuidi. Un hanter deusouti a zo graet a vugale. Gwallgaset e c’hellont bezañ, bac’het ivez pa n’o deus ket a baperoù, n’o deus ket kennebeut a statud gwirel, ha ne vez ket graet war dro o yec’hed.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.