Ar Sonerezh

Sonerezh !An abadenn-mañ zo diwar-benn ar Sonerezh !
Klevet e vo Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o komz deomp deus peseurt sonerezh e selaouont.
Da c’houde ur gondatenn koantig gant “Malo ha laz-seniñ ar c’hoad”, skrivet gant Yves Colin, troet e brezhoneg gant Drian Bernier ha treset gant El Globos.
Displeget e vo deoc’h bugale penaos fardañ un tam-tam ha peseurt appli/arload e c’hellec’h pellkargañ war o tablezenn niverel d’ober sonerezh, digoust pe tost !
Evit echuiñ vo dizoloet Ar Maligorn e-pad Loenig Loen.

Abadenn kaset gant Morgane ha Ninnog.

Fardañ un tam-tam :

Ezhomp o po :

  • bouestoù vetal pe koad (evel ur bouest fourmaj pe ur bouest te)
  • bombezenn livadur (diwallit non pas dibab ul liv re deñval peogwir e vo livet warnañ goude gant livadur ha pegennoù)
  • livadur (dourliv da skouer)
  • pegennoù
  • ur barr-livañ
  • schotch
  • riz
  • holen pe traezh.

Setu bremañ greomp hom tam-tam.

Leunit o bouestoù gant holen pe traezh hervezh o peus dibabet. Na lakit ket ar memes dozennad e barzh pep bouest klevout reer e cheñch trouz an tam-tam pa vez skoet war goloier ar vouestoù. Pa blij deoc’h ar son a reont pegit ar schotch en-dro evit ne fiñvfe ket ken ar goloier.

Gallout a rit stagañ an daou bouest gant schotch evit ober ur beñveg lies-son.

tamtam

Arload da pellkargañ :

https://play.google.com/store/apps/details?id=fr.tokata.jimi.guitar.lite&hl=fr_FR

http://www.edjing.com

https://play.google.com/store/apps/details?id=de.darkbloodstudios.dubstepdrumpads&hl=fr

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.