Ar soursennoù : eien sakr ar vuhez

podkastsoursenn

Anat eo deomp holl ez eo dre c’hras d’an dour vez deus buhez war an douar. Netra souezus ‘benn neuze vefe bet santelaet an dourioù-sav, lec’h ma ‘vez gwelet an dour o tont maez deus an douar evel dre vurzhud. Youenn Wloegen, ijiner e Kambr Labourerezh Douar Penn-ar-Bed, a zo droch gant ar soursennoù. Dre e labour e oar ar mod da lenn ur maeziad ha da ziouetiñ e pellec’h e vez skoachet an dour dindan an douar. Heuliañ a ra er mod-se roudoù an dour. A hed an abadenn vo desket penaos en em grouez ur soursenn, ha penaos e c’hellont bezañ distrujet aes gant oberennoù mab-den. Un abadenn savet gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *