Ar SPACE 2019, emgav ramzel ar sevel chatal

podkast

Bep bloaz e penn kentañ miz Gwengolo e vez dalc’het ar SPACE, saloñs etrevroadel ar sevel chatal. E Park Diskouezadegoù Sant-Jakez-al-Lann emañ an emgav bloazhiek ramzel-se gouestlet da vicherioù al labourerezh-douar. 1 500 stal a voe deuet da ginnig o selvijoù pe o froduioù d’ar saverien loened.
Sañset voe bet savet koulzad 2019 ar SPACE war sujed cheñchamant an hin. Kaoz zo bet kalz deus an teknikoù metanizañ.

Ar mod da welet ar produiñ boued n’eo ket cheñchet kement-se en e-unan koulskoude, evel ma vo lâret deomp gant Charlotte Kerglonou, produourezh laezh en Il-ha-Gwilen. Ar vaouez he deus tremenet ar pevar devezh war al lec’h, evit kont ar Goñfederasion Baizantel.


Pellgargañ an abadenn

Goude sell ar Goñfederasion Paizantel war ar saloñs hag ar produiñ boued, setu unan disheñvel mat deus an hini kentañ. Gwilhom Roue, bet saver moc’h e bro Leon, a zo bremañ prezidant ar gooperativ vraz Evel’up, ma gaver ur 1 000 saver moc’h bennkaet enni.


Pellgargañ an abadenn

Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.