Ar vreuriez ‘ba’ Plougastell

podkastpoltred ar vreuriezPep pobl ‘neus he doare d’ober gant ar re varv. Da enoriñ anezhe pe da gaout soñj. ‘Ba’ Plougastell e vez kavet ar vreuriez. Ur giz ken kozh ken e teufe deus ar Gelted moarvat. Da vare an Ollsent e vez gwelet ar Blougastelliz o sevel o « gwezenn ar vreuriez », ur wezenn vihan gant avaloù lakaet warni, sañset ul liamm etre ar re varv hag ar re vev. Da c’hoût hiroc’h diwar he fenn eo bet Benjamin o kaozeal gant Laouig Karet ‘neus dalc’het ar giz-mañ er Feunteun Wenn.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.