
Joseph Plouhinec e pardon Santez-Anna (Foto : Ouest-France)
E penn-kentañ ar bloavezhioù 50 an hini eo e oa bet beleget Joseph Plouhinec. Da neuze e veze troet kein d’an dud e-pad an oferenn ha ne veze ket klevet ‘met latin gant ar veleien ! Goude bezañ bet er c’hloardi e oa bet anvet kure e Tregon, Douarnenez ha Kemper. Ha goude-se neuze ‘oa-eñ bet person ar Porzhe. E 2013 e oa aet en e retred e presbital Lokmaria e Kemper.
Un abadenn gant Benjamin Bouard.
Pellgargañ an abadenn