Bez ‘vo eus Radio Naoned ! Ur media e brezhoneg penn da benn e Naoned !

Un digoradur teknik dispar evit un araokadenn istorel evit ar yezh hag ar vro.

E miz Genver 2018 eo bet aotret Radio Kerne da zigeriñ ur radio e Naoned e DAB+ (Radio Niverel Douarel).

Ar radio yaouank-se a grogo gant ar skignañ e deroù 2019 war Veurgêr Naoned. Bodet ‘vo gant 12 radio all war ur multiplex.

Kinnig a raio programmoù boutin gant Radio Kerne met ivez abadennoù pemdeziek fardet war an dachenn evit ha gant Naonediz. Emaomp o labourat er mare mañ war staliañ ur studio e kalon ar veurgêr.

Met petra eo an DAB+ ?

DAB+ eo anv an norm skignañ dibabet evit ar Radio Niverel Douarel. Dianav a-grenn eo ar Radio Niverel Douarel e Breizh padal eo anavezet mat e darn eus ar broioù european lec’h vo lazhet an FM dizale evit chom gant an DAB+ hepken. Kevatal eo ouzh an TNT evit ar skinwel. Bro c’hall n’eus paket tost 15 vloaz dale war an danvez-mañ, met aze emañ ar raktres war an hent mat endro : embannet en deus ar CSA ur steuñv diorren broadel ken ac’hann da 2020.

Ur wagenn niverelaet ha kempreset eo an DAB+ hag a vo skignet gant ar radioioù en hertzian met war bandennoù frekañsoù disheñvel ouzh hini an FM.

Moaien vo kas titouroù ouzhpenn ar son war ar bandennoù-se : skeudennoù, skridoù ha videoioù..

Ret e vo d’an dud prenañ postoù radio nevez evit degemer an DAB+. Kavet vez ar postoù-se er stalioù dija. Postoù gant un degemer doubl : FM ha DAB+.

One Comment:

  1. RadioNaoned
    Emaon o paouez lenn ho pennad diwar-benn ho raktres radio e Naoned. entanus ken ez eo !
    Amañ e oa boaz an dud (ar re tomm o c’halon gant Breizh) da selaou RadioAlternantes hag a zo bet ur gwir radio pirate gwechall. Bruderezh ebet, abadennoù savet gant Agence Culturelle Bretonne. bez zo bet ivez eus abadennoù e bzg ivez met n’eus ket ken siwazh (d’am soñj).
    Bet oc’h e darempred gante ? Staliet int er “geriadenn vrezhonek”, e-kichen ar vediaoueg Yezhoù ha Sevenadur, skolaj Diwan Liger-Atlantel, skol Diwan Sant Ervlan hag ar magouri.
    Marteze e c’helloc’h kenlabourat ?
    Koust a raio ker ar postoù bihan nevez vo da gaout ? Emichañs vo ket ur skoilh evit ar re yaouank…
    Gourc’hemennoù evit tout ho labour ha ken ur wech all
    Korin

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.