Breizh : 5 war 5

podkastbreizh5sur5-1024x853Abaoe penn kentañ ar bloaz n’eus ket ‘met 13 rannvro e Frans pa veze a-raok 16 deus outo. Ar chañjamant bras-mañ ‘noa roet spi da stourmerien adunvaniezh Breizh, met c’hwitet eo bet an taol hag eo chomet Breizh ‘giz m’emañ abaoe 1941 pe 1956 hervezh al lezennoù kemeret e kont. Dibaoe an tabut bras zo bet da geñver adaozañ ar rannvroioù hag an disoc’h dipitus evit adunaniñ Breizh ez eus bet krouet ur gevredigezh, he fal dezhi : lakaat war wel youl ar Vretoned da vodañ Breizh ha Liger Atlantel. Breizh 5 war 5 eo anv ar gevredigezh hag emaomp gant Yves Marie Ar Braz, ezel ar strollad.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *