Brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon : na poch’ Doue ?

podkast

Ar stêr Belon

Petra vez graet deus même e brezhoneg an Aven hag ar stêr Belon ? Memes a c’haller lâret, sur ! Med traoù all a zo c’hoazh, e-giz siken (zoken). An dra-mañ a vez lakaet atav e fin ar frasenn. Ha morse, morse ne vez lâret “memes ma” evit treiñ même si e brezhoneg. Du-hont ‘vo klevet posubl pe c’hoazh na poch’ Dou’ (na posubl Doue). Yannick Souffez, deus mikro Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.