Buhez un ti-feurm e Bro Douarnenez

podkastDSC_1992Gweladenn ti-feurm Kervogat a oa aozet gant Kumuniezh Kumunioù Douarnenez. Dalc’het eo gant Laurent Joncour. N’eo ket tregont vloaz ar paotr yaouank c’hoazh, ha kavet en deus e blas e ti-feurm e dud kozh. Tapet en deus krog ivez e buhez ar gumun : kuzulier-kêr eo ivez abaoe miz meurzh 2015 ha prezidant Diaouled ar Yeuc’h. Ne oar ket brezhoneg, neuze eo bet graet ar weladenn d’ar vrezhonegerien gant Jean Bihan eus Poullan. Produioù Laurent Joncour a c’heller kavout war marc’hadoù ar vro.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.