Camino Anna

IMG_3353podkastBloaz zo e oa bet kinniget Hent St Jakez gant Ronan Debel en doa graet ar perc’herinaj ur bloaz a-raok. Gantañ neuze hor boa dizoloet istor hag aergelc’h ar perc’herinaj mil bloaz anezhañ. Ar bloaz-mañ en deus graet an hent gant e verc’h Anna, 14 vloaz anezhi. Bet eo bet Morgane oc’h atersiñ tad ha merc’h a-raok ma yafent kuit ha goude o distro evit dastum o soñjoù. Camino Anna neuze e-giz e vo meneget gant Ronan da lâret eo hent Anna o tizoloiñ ur vro nevez, o kejañ ouzh tud nevez, o kerzhout bemdez ur 25 km bennak evit erruout e Santiago de Compostela. Sed aze ur 45mn abadenn evit rentañ kont eus 300 km bale.

Mignoned Hent St Jakez

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.