2vn evit kompren… pegen speredek eo ar plantennoù

Gouzout a ouzomp mat hiziv an deiz eo speredek al loened : Ar marmoused a c’hell sevel binviji ha deskiñ yezh ar sinou, an olifanted o deus ur memor kabidan, gouest eo ar razhed da ziskoulmañ kudennoù hag ar gwenan a oar kontañ. Met pegen speredek eo ar plantennoù e c’hellomp en em c’houlenn ?

Pellgargañ ar gronikenn

2vn evit kompren… perak omp ken drammet gant hor smartphonoù

Gouzout a ouzit pegen a-bouez eo deuet da vezañ hor pellgomzerioù ezhoug en hor buhez. A-drugarez dezho e kavomp hon hent, e talc’homp soñj deus deiz ha bloaz hor mammoù kaer hag e chomomp kelaouet !
2 viliard hanter, setu an niver a dud er bed a-bezh o deus ur smartphone, ur pellgomzer speredek. Hag en o zouez pet a zo drammet, adiktet gant o mekanik bihan ?

Kalzig sur mat ha n’eo ket ur souezh. Savet eo ar smartphonoù EVIT desachañ hon evezh ar muiañ posubl hag e ya mat-tre en-dro. 1 eurvezh 42 a gasomp war hor pellgomzerioù dre geitad e Frans. Ouzhpenn 2 eurvezh ha kart evit ar re dindan 35 bloaz !

Pellgargañ an abadenn