2vn evit kompren… perak n’hon eus ket a eñvorennoù a-raok 4 bloaz

Peurliesañ ne talc’homp ket soñj deus hor buhez a-raok 4 bloaz, ha nebeut tre a envorennoù hon eus etre 6 hag 8 vloaz. Ha perak ‘ta neuze ?

Normal eo disoñjal evel just hag eo diaes-tre derc’hel soñj deus un amzer ken kozh hag ar bugaleaj bihan. Met hor bloavezhioù buhez kentañ a ro deomp nebeutoc’h a eñvorennoù eget dleet pa kemeromp e kont an dregantad a ankouadennoù normal.

Pellgargañ ar gronikenn

2vn evit kompren… perak eo ken diaes ezvoudañ ar sifern

Setu erru eo mare spontusañ ar bloaz. Mare ar sifern ! Vaccin ebet, hag estreget ur banne dour tomm, mel, sitrons ha rhum, ‘neus ket a louzoù efedus kenebeut !

Padal eo anavazet ar c’hleñved abaoe mare an Ejipt kozh da nebeutañ. Ha n’eo ket souezhus : bep bloaz eo tapet un den gour gant ar sifern etre 2 ha 4 gwech, hag ar vugale a c’hell bezañ siferniet betek 10 gwech ar bloaz.

Pellgargañ ar gronikenn