2vn evit kompren… perak eo ken diaes ezvoudañ ar sifern

Setu erru eo mare spontusañ ar bloaz. Mare ar sifern ! Vaccin ebet, hag estreget ur banne dour tomm, mel, sitrons ha rhum, ‘neus ket a louzoù efedus kenebeut !

Padal eo anavazet ar c’hleñved abaoe mare an Ejipt kozh da nebeutañ. Ha n’eo ket souezhus : bep bloaz eo tapet un den gour gant ar sifern etre 2 ha 4 gwech, hag ar vugale a c’hell bezañ siferniet betek 10 gwech ar bloaz.

Pellgargañ ar gronikenn

2vn evit kompren… penaos e ra ar pesked evit analiñ

Tenn a ra ar pesked o anal e-giztomp, e-giz an holl loened ! Ar pal : euvriñ oksijen ha skarzhañ dioksidenn garbon.
Anat eo e vez kavet oksijen en aer, mod all ne vijemp ket bev met bez zo oksijen en dour ivez. Kalz kalz nebeutoc’h, 25 gwech nebeutoc’h eget en aer. Ken ral eo e kemer an tenn anal 30% deus energiezh ar pesked !

Pellgargañ ar gronikenn