Plozeved sokiologet

podkast

Golo ar gelaouenn Bretagne, e 1967 : “être Jeune à Plodemet”

Plozeved, kumun ar vro Vigouden, a zo bet studiet etre ar bloavezh 1961 hag ar bloavezh 1965 gant un maread skiantourien war a bep seurt dañvezhioù labour : demografiezh, bio-anthropologiezh, geografiezh, istor ethnologiezh, sokiologiezh, pe c’hoaz psikologiezh. Un « action concertée » giz ma zo bet graet deuhouti. Un enklask brudet evit he stumm dibarr neuze d’ar mare-se, mez ivez peogwir zo bet un doare polemiezh braz diwar ar bilañs embannet gant Edgar Morin deus an enklask.

E 2010 zo bet deuet e Plozeved en dro unan deus an enklaskerien a neuze, evit adlañsiñ ul labour studi, gant daou raktres : « Plozarch » ha « Plozcorpus ». Gilles Goyat hag a zo a orin deus Plozeved ‘n eus bet kemeret perzh el labour-se.

An abadenn gant Tunvezh wGwlagen-Grandjean

 

Pellgargañ an abadenn

Titouroù ouzhpenn

BURGUIERE Andre, Bretons de Plozevet, Paris, Flammarion, 1975

MORIN Edgar, Commune en France, la métamorphose de Plodémet, Paris, Fayard, 1967

Lec’hienn internet Plozarch

 

Staj Advouezhiañ e ti Dizale

podkast

poltred gant ar Oues-Frañs

Dizale a zo ur gevredigezh hag a ro mouezhioù e brezhoneg da filmoù a bep seurt. Bloaz ‘zo nemetken o deus dilojet deus an Oriant evit dont d’en em staliañ e Kemper.
A hed an hañvezh 2017 zo bet aozet ur staj gant Dizale, war ur sizhunvezh, evit kinnig d’an dud deskiñ ar mod da reiñ o mouezh war ur film bet troet deus ar saozneg, ar japoneg, an alamaneg pe c’hoaz ar c’hembraeg.
Sophie Gwilhamet ha Mona Karov a zo div deus ar 16 den bet heuliet an atalieroù. Laors Skavenneg a gelenne penaos advouezhiañ, ha Nolwenn Korbell a gase atalieroù c’hoariva.
Ur reportaj gant Tunvezh Wlagen-Grandjean

Pellgargañ an abadenn

Pourmenadennoù e gorre Terrug

podkast

Promenades à la campagne – Pourmenadennoù e gorre Terrug

Yann-Bêr Kemener, prezidant Eost, a zo bet er radio ‘blam’ dezhañ da ginnig levr nevez e gevredigezh, Promenades à la campagne – Pourmenadennoù e gorre Terrug. Bet ‘oa bet embannet d’an 9 a viz Even 2018. Diskoachet e vez glad ha buhez gorre Terrug, al labour-douar hag ar plasoù, an heñchoù bihan hag an natur.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn

Rimodelloù ar fest-noz kentañ

podkast

Loeiz Ropars ha Catherine Guern

E 1954 ‘oa bet Yann Moulin o kontañ rimodelloù er fest-noz kentañ e Poullouaen. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet anezhañ er C’hastel-Nevez ‘blamour dezhañ da gontañ ar re-mañ en-dro adarre. Dalc’het ‘neus soñj eus Catherine Guern ivez. Homañ eo ar ganourez gentañ ‘deus añrejistret ur bladenn kan-ha-diskan, asambles gant Loeiz Ropars.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn