Mirdi Orsay e Kemper : Dremmoù Arzourien Vrasañ an XIXvet kantved

podkastorsay

E mirdi Arzoù-Kaer Kemper, evit an hañv, zo bet strollet emboltridi arzourien vrasañ an XIXvet kantved. N’eo ket poltridi a vez kavet e kav mirdi Kemper, met poltridi bet prestet dreist holl gant Orsay, un deus mirdioù arzel vrasañ bro C’hall. Annaig Loizel, heñchourez evit mirdioù arzel kêr Gemper a respont da c’houlennoù Tunvezh Wloegen-Grandjean : perag un diskouezadeg gant emboltridi nemetken ? perag oa livet kement-se a emboltridi gant livourien an XIXvet kantved ? petra boulch unan d’en em livañ eñ e-unan ? Digorit braz o tivskouarn evit mont da zizoleiñ dremmoù arzourien vrasañ an XIXvet kantved…

Gouel Penn ar Bed 2016

podkastbdm-2016-2

Gouelioù Penn ar Bed Kraon 2016, an aergelc’h, lod deus ar c’hoñsertoù, emgav gant Ar C’hreiz Breizh Akademi #5 ha Grèn Sémé deus Enez Reunion. Emgav ivez gant tud a youll vat, oc’h ober war dro ar gwer adimplijet, bugale an arvesterien, hag ar privezhioù sec’h. Tunvezh Wloegen-Grandjean eo ar gazetennerezh he doa bet ar chañs da vont d’ar festival ar bloaz-mañ evit Radio Kerne.

An dud a youll-vat : Gaedig ar Rouz, Baptiste Bleunven ha Meven Cabon

Skeudenn ar Maouezed e Gwerzhioù an XVIIIvet kantved

podkastmaouez-xvii

Krouet oa bet Strollegezh Istorel hag Arkeologel Breizh e 1920, hag e vez kavet enni bremañ muioc’h eget 500 ezel. Bep bloaz, e penn kentañ miz Gwengolo, en em vod an izili en ul lec’h disheñvel, evit kemer perzh en un hanter sizhunvezh a brezegennoù. Ar bloaz-mañ o doa en em staliet e kêr Gemperle, hag e touez a vrezegennerien e helled kavout an istorourezh Eva Guillorel, hag ar ganourez Marthe Vassallo. Kaset o deus ur brezegenn hanter preget hanter kanet war an temm « Maouezed kablus, pe maouezed o c’houzañv ? Kevredigezh Breizh da vare ar Renad kozh a dreuz ar gwerzioù ». Emgav etre Marthe Vassallo neuze Tunvezh Wloegen-Grandjean war ribloù ar stêr Laita.