Mami Yuli, waria en Indonezia

mami-yuli1Abaoe meur a vloavezhioù e vez pedet tud dreistordinal gant Gouel Filmoù Douarnenez. Tem ar festival e 2014 a oa pobloù Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua. Deus ar broioù pell-se eo deuet ur Waria, Mami Yuli he anv, hag eo bet steredenn ar gouel. Bep bloaz ingal ez eus un den o tizhout kalon ar festivalourien un tammug donoc’h eget ar re all hag eo bet hi ar bloaz-mañ. Ur Waria eo Mami Yuli, da lavaret eo ur plac’h trapet e korf ur paotr. E-pad kantvedoù int bet degemeret mat-kenañ ar Wariaed e kevredigezhioù hengounel Indonezia, ur plas a oa evito digudenn. Met hiziv an deiz ha gant ar vuhez vodern n’eo ket ar memes afer.

Kontet e vo he istor gant Mami Yuli, deus he ganedigezh en ur geriadenn hep tredan betek he diplom gwironiezh tapet evit ar wech gentañ gant ur Waria. Splujomp en ur bed dianavezet a n’emañ ket ken pell ouzhomp. Ur bed dishegar hag a c’hell chañj, ur vuhez diaes hag a zo aet war-raok, ur Waria wallgaset deuet da vezañ kannadourez gwirioù ar minorelezhioù.

Istor dianavezet Indonezia

tamara_soukottaTamara Soukotta, saverez ar gevredigezh Sunspirit, un AMG evit ar justis hag ar peoc’h, e Bro Indonezia a gont deomp istor he bro. Pedet eo bet gant Gouel Sinema Douarnenez, tem anezhañ ar bloaz-mañ Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua, un enezeg 13466 enez etre Bro India hag Ostralia er meurvor Indian. Ouzhpenn 700 yezh ha pobl ‘vez eno, bro vuzulman vrasañ ar bed eo hag un demokratelezh hiziv an deiz goude 32 vloaz ha ziktatouriezh. Deuet eo neuze Tamara Soukotta da ginnig deomp istor he bro, un istor luziet, feuls ha dianavezet amañ.

Jubennet eo bet he c’homzoù gant Stefan Moal.

Lec’hienn Sun Spirit

Vreer Verkerke, stourmer treuz e Europa

vreer_verkerkeSplujomp e bed an disrannoù asambles gant Vreer Verkerke, perzh deus Kuzul Transgender Europa a stourm evit gwellaat stadt an Dreuzed en hor c’hevandir. Pedet e oa bet gant Festival Sinema Douarnenez a zegemer ingal treuzgenaded hag etrerevidi evit komz diwar-benn stadt ar re o chom e-maez eus ur gevredigezh binarel savet war daou c’henad enebet. Gantañ e lakimp war-well stadt lezennel an Dreuzed e broioù Europa, ober kuzh al lobbyoù mirelour hag e sell war an dazont.
Troet eo bet komzoù Vreer gant Marine Gloaguen.

Titouroù ouzhpenn