An Droed naturel, eil pladenn Lunch Noazh

Julien Vrigneau, soner sakso er strollad Lunch Noazh, zo deuet betek e studio Radio Kerne evit kinnig eil pladenn e strollad. Gant ar strollad ‘vez kinniget ur meskaj pop, sonerezh hengounel ha jazz ha kanaouennoù e brezhoneg. Gant ar soner hon eus lakaet ar gaoz war al labour krouiñ, an awenioù, plas ar jazz en e vuhez hag e stil sonerezh.

Dany Trick

podkast

Dany Trick (Foto :
Le Télégramme)

Ur majisian brudet a zo en abadenn hiziv ! Dany Trick a zo ganet e Motrev, kostez Karaez. Benjamin a zo bet o safarat asambles gantañ er Stang Veil, parrez Mellag. Du-hont emañ o chom abaoe un toullad bloavezhioù. Kontañ a ray peseurt-mod ‘neus desket e droioù hag un nebeut a ziskouezo deomp e-doug an abadenn ivez. Ouzhpenn troioù a ra ivez ! « Teurvouezhier » eo ivez ! Hag hemañ a blij kalz dezhañ pesketa, c’hoari teatr, prenañ levrioù kozh ha renkañ anezho, skrivañ war e vlog Internet … Plijadur a vo, sur !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Le breton des rives de l’Aven et du Bélon – Blaz ha blazig c’hoazh

podkast

Le breton des rives de l’Aven et du Bélon – Blaz ha blazig c’hoazh

Dianveet a-walc’h eo brezhoneg gevred Kerne. N’eus ket bet skrivet kalz levrioù diwar e benn ha ne vez ket klevet alies er mediaoù. Disheñvel-bras eo diouzh ar brezhoneg standard ivez, setu ‘c’hall bezañ ur parlant diaes da gompren a-wechoù. Ul levr a zo bet embannet nevez ‘zo gant An Alarc’h koulskoude : Le breton des rives de l’Aven et du Bélon – Blaz ha blazig c’hoazh. Hemañ a ginnig deoc’h neuze ober anaoudegezh gant brezhoneg parrezioù Molan, Rieg ha Bannaleg, hag un nebeut komunioù all tro-dro ivez. Gant Mona Bouzec, Jos Goapper ha Yannick Soufflez eo bet skrivet al levr bras-mañ. Setu emaint o zri bremañ ouzh hor mikro da ginnig o labour deomp.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Berramzer en amzer-selvich !

podkast

Les Bidasses en folie (1971)

Bet oc’h bet oc’h ober o amzer-selvich ?

Hiziv emaomp asambles gant daou vigouter ha setu emaint o kontañ o amzer-selvich deomp. Michel Bolzer, eus Landudeg, a zo bet e kasern Mac Mahon e Roazhon. Daniel Jéquel, eus Loktudi, a zo bet pelloc’h c’hoazh, e kreisteiz Alamagn.

Ha petra veze graet e-pad an amzer-selvich neuze ? “Pas kalz a dra, berramzer a zo bet ha lod a lâr eo ur c’holl-amzer !” o deus respontet an daou gamarad deomp !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.