Repuidi kamp Saida e bro Liban

podkast

Ouzhpenn 1 milion a repuidi a zo o vevañ e bro Liban. Sirianezed ha sirianed eo an darn vrasañ anezhe, o deus ranket kuitaat o bro ‘blam d’ar brezel diabarzh eno, a oa loc’het e 2011. Hiziv e vimp gant Manon Sabot, a zo bet o labourat a youl vat e kamp repuidi Saida, e Su Beyrouth, e-pad un nebeud mizioù, en ur greizenn skoliatañ.

Un abadenn gant Metig Jakez-Vargas

Fernande Creff, steredenn ar Faou

podkast

Fernande Creff hag ar vicherourien (foto : An Telegramme)

Steredenn nevez ar Faou eo Fernande Creff. Bemdez ‘ya d’ober kafe d’ar vicherourien a zo o labourat koste he zi, e-kreiz ar vourc’h. N’eo ket eus ar vro koulskoude : ‘ba’ Plourac’h (kanton Kallag) eo ganet. Un tamm eus he buhez a gonto deomp neuze !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Blues ar Merc’hed

podkast

En abadenn-mañ ‘vez kaoz deus Blues ar merc’hed (disheñvel e demoù deus hini ar baotred) ha deus ar c’hanerezed Blues er bloavezhioù 1920 ha 1930 er Stadoù-Unanet. 50 bloaz goude fin ar sklaverezh eno, e komz ar Blues deus frankiz pennañ nevez an dud du : ar frankiz en o darempredoù personel ha seksel. Ar pezh a ziroudenne deus gizioù ar mare, a gomze deus karantez en un doare idealizet. Darempredoù maez-eured, ar feulster-ti, an darempredoù berrbad, an heñvelrevelezh… setu lod deus an temoù nevez a voe degaset gant Blues ar merc’hed.

Pennad-kaoz etre Morgane Bramoulle ha Metig Jakez-Vargas.

Savet eo bet an abadenn diwar ur destenn skrivet gant Angela Davis : “I used to be your Sweet Mama” tennet deus he levr Blues legacies and Black Feminism. (“Kustum e oan bezañ da vammig flour” – Herezh ar Blues hag ar Feminism du)

 

Ti ar re sod Kemper

podkast

An ospital Gourmelen (foto : Ouest-France)

An ospital Gourmelen – ar “c’habanon” e-giz e vez lesañvet amañ er vro – a zo bet savet ur c’hantved ‘zo bremañ. Reun ar Rest ‘neus labouret du-hont e-pad ouzhpenn tregont vloaz. Kinnig a ray istor an ospital deomp, koulz hag istor ar follentez hag e vicher : ober war-dro ar re glañv.



Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Soñjoù Kerbohel

podkast

Bourc’h Landevenneg

Etre ar Stêr Aon hag ar Stêr Goz (Stêr ar Faou) emañ Landevenneg. Komun vihanañ Bro-Graon eo. E-touez an tri c’hant den bennak a zo chom enni ne chom ket kalz brezhonegerien. Poent-bras ‘oa deomp mont d’ober un tamm tro du-hont. Mouezh Deneza Kemener a vo klevet en abadenn-mañ. E Kerbohel ‘deus bevet evit ar wech tout, nebell deus ar vourc’h. Diwar-benn a-bep seurt sujedoù eo bet lakaet ar gaoz neuze : ar c’hleñvejoù gwechall, ar vuhez en tiegezh, ar skol …

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Clito’rik #2

Justine & Camille a zo div stourmerez deus ar strollad feminist Gast. Aozañ a ra ar festival Clito’rik, ur festival feminist 10 devezh e pep lec’h e Penn ar Bed (Tregon, KP, DZ, Kastellin ha Brest).10 devezh a abadennoù, atalieroù, sonadegoù, eskemmoù war tem ar sekselezhioù hag ar plijadurioù hag a loc’ho digwener e Tregon. Emaint ouzh mikro Laetitia Fitamant.

Muioc’h a ditouroù war o lec’hienn internet gast.bzh

Beat Bouet Trio, Soumission impossible

Luc’h. gt Jérémy Kergourlay

Goude Révolution rurale e 2014, sed amañ Soumission impossible ar bloaz-mañ. Setu titl pladenn nevez ar strollad Beat Bouet Trio. Gall a reer gwelet ha klevet an triad er festoù-noz, dreist-holl e Breizh uhel hag er festivalioù folk en Europa a-bezh abaoe 2010 met dic’hortoz a-walc’h eo o doare da ginnig sonerezh folk. Vanao gant an akordeons, T Burt, human Beat box ha Gurvan, lezanvet Faya Gur, gant ar c’han a vesk levezonioù liesseurt, hip hop, rap, reggae, folk ha kan ha sonerezh hengounel. Hag an disoc’h souezhus, nerzhus ha groovy a blij kalzig a-walc’h ! Gurvan zo ouzh mikro Morgane Bramoullé.