Istor industriel Rosporden

podkast

An uzin Roue e 1917

Rosporden zo ur gêr vihan, bet ur greizenn industriezhioù etre ar bloavezhioù 1920 ha 1970. A-benn neuze e laboure 1 400 michidour en un dek uzin bennaket. Ne bado ket al lorc’h, pa ne chom ket bremañ mui ken un uzin eno.

Fañch Nedeleg a zo ezel ar gevredigezh HPPR (Istor ha Glad bro Rospoden), ha bet labourer-douar e Kernevel. Gantañ vo gouezet hiroc’h piv voe Michel Kaogan, paotr ar vro bet krouet uzinoù charkuterezh braz. Met preget vo ivez deus glad ar vro, an tier-forn diaes da reiñ un oad resis dezho, pe c’hoaz vo graet tro mekanikoù labourerezh-douar kozh, bet dastumet du-mañ du-hont gant Fañch Nedeleg a hed e vuhez.

Un abadenn savet gant Tunvezh w/Gwlagen-Grandjean

Pellgargañ an atersadenn

Anna ar Gow

podkast

Karreg an Tan

E Gouezeg e penn all ar vourc’h, ma bigner etramek Karreg an Tan, e weler un ti bras kuzhet a-dreñv ar gwez. Aze emañ Keranna. Ar skrivagner Yeun ar Gow ‘noa bevet en ti-mañ an hanter eus e vuhez. Anna ar Gow, e verc’h-kaer, a zo o chom ennañ c’hoazh. Ganet eo e Pariz hag e brezhoneg tout eo bet savet gant he zud du-hont. Hag a-benn e oa dimezet gant mab noter Gouezeg, Michel ar Gow, e oa deuet da Geranna da chom ivez. Kontañ a ra un tamm eus he buhez deomp.


Pellgargañ an abadenn

« Eüruzamant ‘oa ar balioù ! »

podkast

Ur bal er bloavezhioù 1950

Daou gamarad a zo bet e Radio Kerne evit safaret eus o yaouankiz. Jean Trellu a zo ganet e Penhars e penn-kentañ ar brezel. D’ar mare-se ne oa ket stag ouzh Kemper c’hoazh. Egile eo François Yaouank ha hemañ a zo bet savet er Fouilhez (Menez Are).

Buhez ar re yaouank a oa komañset da cheñch e-doug ar bloavezhioù 50 ha 60. Lod a ranke mont d’ar c’hêrioù bras evit kaout ul labour. Ha ne oa ket aes en em ziduiñ ivez ! Eürazamant ‘oa ar balioù evit dañsal hag en em gavet asambles gant ar merc’hed … met diwallit d’ar person !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

 

Plozeved sokiologet

podkast

Golo ar gelaouenn Bretagne, e 1967 : “être Jeune à Plodemet”

Plozeved, kumun ar vro Vigouden, a zo bet studiet etre ar bloavezh 1961 hag ar bloavezh 1965 gant un maread skiantourien war a bep seurt dañvezhioù labour : demografiezh, bio-anthropologiezh, geografiezh, istor ethnologiezh, sokiologiezh, pe c’hoaz psikologiezh. Un « action concertée » giz ma zo bet graet deuhouti. Un enklask brudet evit he stumm dibarr neuze d’ar mare-se, mez ivez peogwir zo bet un doare polemiezh braz diwar ar bilañs embannet gant Edgar Morin deus an enklask.

E 2010 zo bet deuet e Plozeved en dro unan deus an enklaskerien a neuze, evit adlañsiñ ul labour studi, gant daou raktres : « Plozarch » ha « Plozcorpus ». Gilles Goyat hag a zo a orin deus Plozeved ‘n eus bet kemeret perzh el labour-se.

An abadenn gant Tunvezh wGwlagen-Grandjean

 

Pellgargañ an abadenn

Titouroù ouzhpenn

BURGUIERE Andre, Bretons de Plozevet, Paris, Flammarion, 1975

MORIN Edgar, Commune en France, la métamorphose de Plodémet, Paris, Fayard, 1967

Lec’hienn internet Plozarch