Ar skol anarkour

Ar spered, ar sevenadur a gevezañ, a zibab etre an dud n’eo bet morse ken gwazh e Frañs. N’eus ken sellet ouzh modelezhioù Parcours Sup evit kompren se splann, eme deomp Isabelle Attard er gelaouenn Reporterre.
Evit se he deus c’hoant da zont en-dro war an doareoù all a zo dioute evit kelenn d’ar vugale.
Berr ha berr ha gras dezhi ‘vo kinniget deoc’h er gronikenn-mañ ar bedagogourien anarkour.
Ar re o deus bet labouret war hentennoù pedagogel mat d’an dud d’en em zisujañ, d’en em zizober eus ar galloudoù gwaskus a-bep seurt.

 

Pellgargañ ar gronikenn

Skol-veur emver an dazont a vo e Sevran

D’ar sadorn 16 a viz Even ‘oa strollaet ur morig a dud dirak ar stad Jean-Guimier e kumun Sevran. Un emvod-meur ‘oa dalc’het gante hag evite holl, tud mennet da grouiñ ur rouedad skolioù-meur emren, ar re ne fell ket d’ar Stad digeriñ.
War soñj ar stourmerien war an Deskadurezh evit an holl, ur raktres pemp fak emveret, renet eus o diabarzh, a c’hellfe deskiñ enne tost da 150 000 studier. Dres an niver a dud yaouank a vo brav ober plas dezhe en dek vloaz a zeu.

Pellgargañ ar gronikenn

Gwad ar morvuzhug

Kudennek eo ar reiñ gwad abaoe ma oar an nen saveteiñ e genseurted gant gwad ar re all.
Gwad ne vez morse roet awalac’h, ha n’eo ket forzh pe rizh gwad a vo kempedus gant korf forzh piv bennak klañv pe c’hloaziet.
Penaos santiñ d’an tonkadur pa ouier an teknik?
Anken ar vedisined, anken an dud o deus ezhomm da reseviñ gwad evit chom bev a zo marteze achu gant ar produi a vo degaset war ar marc’had araok pell.
Abaoe pell ‘oa lâret deomp gant ar skiantourien ‘ c’hellfe gwad ar morvuzhug chench ar vuhez.

Pellgargañ ar gronikenn