Gwez e Bhoutan

podkastTaktshang108 000 gwezenn zo bet plantet e douaroù Rouantelezh Bhoutan e penn kentañ miz Meurzh paseet evit lidañ ganedigezh ar priñs hêr. Graet eo bet an traoù hervezh an hengoun kozh goude m’eo ganet o mab d’ar roue Jigme Khesar Namgyel Wangchuck ha d’ar rouanez Jetsun Pema d’ar 5 a viz C’hwevrer 2016. 108 greunenn zo bet plantet gant o sujidi er vro a-bezh. N’eo ket deuet eus neblec’h ar plantan gwez-se : un niver a bouez, sakr eo 108 er sevenadur boudist. Abalamour da betra? Ar sifroù 1, 0, 8 a zo lakaet da arouezioù gwirionez fetis ha diwezhañ ar bed.

Debriñ plastik

podkastPlastic-Eating-BacteriumUr skipailh japanaat a skiantourien o deus diskoachet ur spesad bakterioù nevez : gante e vez kavet mat ar plastik da zebriñ. Leun a zilerc’hioù plastik eo meurvorioù ar bed : chom a reont da flodiñ a verniadoù bras divent e lec’hioù zo. Ha n’ez eont ket da goll gwall vuan : e-pad an amzer-se e vougont ar plant hag al loened. Met morse ne c’heller is-priziañ nerzhioù an Natur : enni ez eus bet diskoachet bakterioù mac’hom war ar plastik.

Koust koachet ar pestisidoù

podkastpestEtre an 20 hag an 30 a viz Meurzh eo dalc’het ar sizhunvezh gouestlet d’an holl vodoù da c’hounit an douar kuit da implijout pestisidoù. Neuze ez eo ur sapre kendegouezh a vever pa zeu er-maez ivez ur vras a studiadenn war koustoù koachet impli al louzeier amprevaned. Un hir a labour eo bet ivez, kaset gant daou glasker gopret gant an INRA, ensavadur bro ar glaskerezh agronomek. O fennad a gavoc’h er gelaouenn Sustainaible Agriculture Reviews. Int-i eo ar re gentañ o deus strollet awalac’h a zielloù a-benn sevel un antologiezh, ur sintezenn fonnus a-walc’h war ar sujed-se. Ennañ e kaver an holl ditouroù negativel war implij ar pestisidoù, ar produioù fitoyec’hel.

Mont da binvidik

podkast17123251389_9f5db13fec_oMont da binvidik ne vez desket er skol. N’eo ket bet sonjet ha savet ar reizhad evit se : servijout a ra ar skolioù da stummañ implijidi ha n’eo ket implijerien. N’eus ken ur skiant lemm en dud, ur youl ‘ra dezhe ober ar strivoù ret da vont da binvidik, ha n’eo ket ar skiant akademik bet gounezet er skolioù, ha n’eus ken ar skiant-se a c’hell pourchas ur surentez a-fed argant.

Fluctuat nec mergitur

podkast

By Savani1987 - Own work, CC BY-SA 3.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=7281607

By Savani1987Own work, CC BY-SA 3.0

Kentañ lanv bras ar Seine a c’hellfe koust gwall ger da Baris : ar rakjediñ ‘neus tizhet 30 miliar a euroioù. Evit tremen e-bioù da zistrujoù ha d’ur c’holl argant ken bras eo komañset servijoù ar Stad d’en em sonjal war an doare gwellañ da aozañ ar sikourioù ha da ziheñchañ an dourioù. Penaos ‘vo graet gant milieroù a diez beuzet, gant an troc’hoù tredan, tuellennoù da gas dour mat da evañ leun a zourioù lous, kirri-boutin ha trenioù stanket…