Amazionia an henvroidi

Korvoet eo koadeier Amazonia abaoe muioc’h evit 2 000 vloaz. Graet e veze ivez gant ar pobloù kentañ. Ar studiadenn nevez deuet er-maez war ar c’horvoiñ-se a chench hor sell ouzh ar c’hoadeier kentañ : ne oant ket betek degouezh an droc’herien goad en XIX hag en XXvet kantved, lec’hioù (dinamm), laosket gouez gant an henvroidi. E-touez dezrevelloù Akademiezh amerikan ar Skiantoù emañ ar studiadenn-se.

Merc’hed ar bed

D’an 8 a viz Meurzh e oa bet galvet merc’hed un hanterkant bro bennak er bed da baouez gant o labour en o embregerezh pe er gêr. Evit merkañ an taol kreñv, dres da zevezh etrevroadel ar stourm evit gwirioù ar merc’hed. Evit ar wezh kentañ ‘oa aozet ar vanifestadeg-se a unvouezh etre kalz a aozadurioù dre ar bed. Evit bevañ un devezh hep ar maouezed. Evit diskouez ar pezh a ra en tiegezh, en embregerezhioù, er familhoù, er gevredigezh, en ekonomiezh, pa goller ar merc’hed e-pad un nebeut eurioù.