Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #3 Ar Rezistañs

podkast

Ar Rezistañs

Bloavezh 1940. Okupet eo ar vro. Met un nebeut re a zo graet o soñj ganto da zalc’hen penn ouzh an Almañted dija. Ganet eo ar Rezistañs. A-bep-seurt tud a veze kavet e-barzh ha lod deuzouto ne oant ket tout tud mat zoken …

Klevet ‘vo Yvonne Derrien (Terrug), Reun ar Bidon (Gwengat), Marie Quéau (Ploneve), Ronan Hénaff (Lokorn), Jeanne (Enez-Sun), Jos Merrien (Gouezeg) ha Roger Plant (Brenniliz).


Pellgargañ an abadenn

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #2 Arruet eo ar “Boched”

podkast

Kemper e 1940

Miz-Mae 1940. An Añglichen o deus ambarket en-dro e Dunkerque. Okupet eo ar Broioù-Izel. An arme belj a zo bet oc’h en em rentañ d’ar Wehrmacht. Paul Reynaud en deus lakaet en e soñj dalc’hen penn d’an Almañted e Breizh …

Met d’an 22 a viz Even ‘oa bet sinet an armistis e koad Compiègne a-benn ar fin. Ha d’an 19 a viz-Eost ‘oa arruet ar “Boched” e Kemper hag e Brest. Okupet ‘ oa Breizh neuze.

Jean Kermanac’h (Banaleg) ha Marie-Louise Kermanac’h (Tregon) a gonto deomp deus an devezh pa oa en em gavet an Almañted er vro. Yvonne Derrien (Terrug) a oa bet he zad prizonnier en Almagn e-pad pemp bloaz hag hini Madalen Direur (Boneur) a oa bet o labourat asambles gant un ofiser alman kaset da Vrest a-raok ar brezel.

Klevet ‘vo tud all ivez : Jos Merrien (Gouezeg), Anna Ely (Argol), Marie Quéau (Ploneve), Ronan Hénaff (Lokorn), Yann ar Moulin (Pleiben) ha Françoise Riou (Terrug).


Pellgargañ an abadenn

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #1 Penn-kentañ ar brezel

podkast

Adolf Hitler

1933. Adolf Hitler hag an Nazied a zo en em gavet e penn ar gouarnamant e Berlin. Ganet eo an Trede Reich. C’hwec’h vloaz warlerc’h, d’ar c’hentañ a viz Gwengolo 1940, ‘ya ar Wehrmacht d’ar Pologn. Ar Frañsizien hag an Anglichen a zeklar ar brezel d’an Almañted. Komañset eo ar brezel.

Denise Lefranc (Kemperle) a gonto deomp deus penn-kentañ ar brezel. Yves (Mellag) a oa bet oc’h en em gannañ en Ardennes gant e rejimant. Jos Taro (Loktudi) a gonto deomp istor e vreur a zo bet e Dunkerque.


Pellgargañ an abadenn