Falc’huned e iliz-veur Kemper

podkastFemelle 17fev2015Abaoe ar bloavezhioù 60 e oa aet ar falc’huned perc’herin diwar-well e Breizh pe d’an nebeutañ ne neizhent ket mui er vro ‘blam d’ar produioù chimik implijet el labourerezh douar. Dibaoe fin ar bloavezhioù 90 e vez gwelet en-dro e Breizh hag abaoe 2013 ez eus bet gwelet ur c’houplad falc’hun e kloc’hdi iliz veur Kemper. O welet al lapous gwarezet-mañ e ker Kemper en deus kenlabouret an LPO, Ligue de Protection des Oiseaux, gant Bâtiments de France evit degemer al lapous. Muioc’h a ditouroù gant Ronan Debel eus an LPO goude bezañ bet pignet an 225 pazenn a zo e kloc’hdi an iliz veur…

Towt, transport dre lienn

podkastplanchefbOuzhpenn ar c’hiri-samm hag an dougerioù-endalc’herioù ez eus evit treuzkas marc’hadourezh. E Penn ar Bed ez eus un embregerezh o kinnig treuzdougen produiñ war bigi dre lien, towt he anv. Ganti e vez treuzdouget ha gwerzhet produiñ e porzhioù Breizh hag e Bourdel. Marion Kerglonou, karget a ziorren evit an embregerezh staliet e Brest.

Titouroù e-leizh war an embregerezh divoutin e lennoc’h war towt.eu ha transportalavoile.bzh

Distro-skol Kentelioù an noz e Naoned

podkast20426_1Staliet eo ar gevredigezh Kentelioù an Noz e Sant Ervlan e-kichen Naoned, e-giz ‘vez komprenet gant an anv e kinnig kentelioù noz war ar brezhoneg da dud Bro Naoned met ivez atalieroù ha stajoù a-bep-seurt. Julia Thépaut, kenurzhierez ar gevredigezh, a lak ar gaoz war distro-skol Kentelioù an Noz hag ar fed ez eus choazh tud o lakaat o anv er mare-mañ.

Muioc’h a ditouroù war breton-nantes.org

Talents croisés, ar vuhez foran evit an holl

podkast27504_352_Journee-handicapAbadennoù e-leizh a vo e Kemper warc’hoazh war blasenn Sant Kaorintin, arz, sport, prezegennoù, atalieroù ha pep tra kinniget gant krevredigezhoù tud nammet pe a ra war-dro an dud nammet. Talents Croisés eo titl an devezh bras-se aozet evit an trede gwech. Ur pal a vo ivez evit an ADAPEI, kevredigezh mignoned ha kerent an dud nammet, bountañ evit ma vije savet ur greizenn dudi evit ar re ampechet a-raok pell e Kemper. Soaz Jollivet, perzh eus an ADAPEI hag ar gevredigezh Joue ton Monde a lâr deomp hiroc’h.

Joue ton monde, ar gevredigezh a sikour en ur prenañ c’hoarioù, a vo war blasenn Sant Kaorintin warc’hoazh.

Evit deskiñ muioc’h war ar raktres Kreizenn dudi evit an dud nammet ADAPEI29

Dilouzaouerezh ekologel ar SMATAH

smatah2podkastAbaoe un nebeut sizhunvezhioù eo bet chañjet an doare da zilouzaouiñ hentoù ar ganol e Penn ar Bed. Bremañ e vez implijet un dilouzaouerezh, désherbeuse, gant dour domm sachet gant ur marc’h war an hent halaj ha kontr-halaj. Perzh eo ar raktres eus politikerezh ekologel ar SMATAH, sindikad kemmesk terkañ touristel ar stêr-aon hag ar stêr-yer, a ra war-dro kanol Naoned da Vrest etre Kastelin ha Karaez. François Riou, bet prezidant ar SMATAH, en deus respontet d’hor goulennoù.

Un tañva d’ar brezhoneg evit a re vihan

url

Da geñver Gouel Breizh, bet lidet e-pad ur sizhun – etre an 18 hag an 24 a viz mae, e oa bet kinniget un tañva d’ar yezh brezhoneg d’ar re vihan e Bruz, ur gummun e-kichen Roazhon.

Kanañ, kontañ istorioù ha rimadelloù, setu penaos e tizoloiont ar vugale hag o c’herent ar brezhoneg !

Kaset en-dro gant ar gevredigezh Divskouarn hag a glask  brudañ ha kas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata.

Evit gouzout hiroc’h : www.divskouarn.fr