Aux Urnes Universelles

suzanne-plouxpodkastjosephine-pencaletE 2015 zo bet lidet un deiz-ha-bloaz pouezus evit an demokratelez : 70 bloaz ‘zo oa bet maouezet bro C’hall da votiñ evit ar wezh kentañ. E 1945. Evit lidañ an degouez-se he deus divizet ar gevredigez Beo da sevel un teulfilm. Savourez ar film, Anne Gouerou, a zo deuet da zisplegiñ penaos eo bet kaset ar raktres da benn. Un atersadenn gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.

Ur forum sokial er vro vigouden

podkastforum-social-afficheAr strollad « Ondes citoyennes, Oser dire et envie de savoir » e anv a ginnig da kevredigezhioù ar Vro Vigouden ha d’an dud o-unan d’en em vodiñ e Pouldreuzic. Ar forum sokial bigouden a zo e bal : kelaouiñ ar geodourien hag an dilennidi, tabutal ha bodañ ar c’hevredigezhioù ha strolladoù stourm a-benn kavout diskoulmoù lec’hel. Jean-Yves Vigouroux, ezel eus ar strollad ouzh mikro Morgane Bramoullé.

Kemper Volley e lig A

podkastune-qv29-evreuxWarlene eo deuet brav gant skipailh Volley Kemper. Kampionezed Frans int bet e Nationale 1, tapet ganto ar priz neuze ha ar gwir da gemer perzh e kampionad uhelañ volley Frañs, al ligue A. Un taol kaer evit skipailh ur gêr ken bihan ha Kemper. Reun ar Rest, bet sekretour ar c’hlub, hag a zo bremañ o tisplegañ ar matchoù evito, a ginnig deomp istor ar sport e Kemper ha penaos eo deuet da gemer perzh.