Kafe brezhoneg Gouezeg

podkast

(Foto : Le Télégramme)

E miz-Gwengolo ‘oa bet digoret ur vediaoueg nevez-flamm e bourc’h Gouezeg, er presbital kozh. Ha bep pemzeteiz abaoe penn-kentañ miz-Du, d’al Lun, ‘vez dalc’het ur « C’hafe-brezhoneg ». Ha poent oa ! Ne vez ket klevet tamm poz brezhoneg ken er vourc’h, ha koulskoude zo un tamm-mat a dud a oar kaozeal mat-tre !

Tri den o deus lakaet en o spered aozañ an dra-mañ : Soizig Le Clec’h, Jean-Loup Aumont hag Anna ar Gow. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet penaos en em basee an traoù du-hont. Deus e vikro ‘oa Anna ar Gow ha Dominique Merrien.


Pellgargañ an atersadenn

Plijadur en Drinded : ar re gozh hag ar re yaouank asambles !

podkast

Foto : Le Télégramme

Sellet ‘vez fall deus an tier-ar-re-gozh hag an EPHADoù peurvuiañ, ha ne vez ket preget deus ar re-mañ er mediaoù nemet pa ya un dra bennak a-dreuz.

Franck Royant a zo ‘labourat e residañs an Drinded (La Trinité) e Plozeved ha klask a ra cheñch an dra-mañ. Bremañ ‘zo un nebeut a vloavezhioù ‘zo eo-eñ komañset d’ober atalerioù muzik hag atalerioù skritur gant ar re gozh eno. Ha mont a ra mat en-dro ! E 2017 ‘oa deuet ul levr ‘maez zoken, skrivet asambles gant ar skrivagner Michel Suzzarini. Ha lod deus an testennoù a zo bet « slamet », kanet meur a wech dirak an dud, gant « Les Musiciens Voyageurs », ur strollad tud kozh deus ar residañs.

Digwener ‘oa bet graet un dra bennak all c’hoazh. Pedet ‘oa bet bugale deus skol divyezhek publik Georges le Bail (e Plozeved) da zont da chilou kontadennoù : div gontadenn kontet hag krouet gant ar re gozh. Ha Benjamin Bouard a oa war ar plas.

Klevet ‘vo : Arnaud Chanard (kelenner e skol Plozeved), Aouregan Chanar (e verc’h, bet o chilou ar c’hoñtadennoù), Jean-Louis Karadeg (maer Purid, en afer deus ar yaouankiz e komuniezh komunioù Gorre ar Vro Vigouden), ha tri den a zo ‘chom er residañs : Roger Moal, « Johnny » hag ur vaouez all c’hoazh.


Pellgargañ an atersadenn