Ar bagadig Brieg e trede rummad ar bagadoù !

A-bouez eo koulzad an hañv evit ar bagadoù : mare o eil kenstrivadeg eo. Hag hervezh o disoc’h er c’henstrivadegoù-se e vint aotreet da chañj rummad ha da seniñ a-enep da bagadoù gwelloc’h gwellañ.
Deuet eo brav gant ar bagadig Brieg ar bloaz-mañ a zo bet trec’h en pevare rummad. Goulven ha Soig Lancien hag Eliot Droual, sonerien gant ar bagad pe ar bagadig zo deuet da Radio Kerne evit displegañ mont en-dro ar c’henstrivadegoù-se ha kinnig o strollad.

Pellgargañ

Tiny House

podkastNicolas ha Célestine o deus choazet bevañ en un ti bihan tout. An tiez-se a vez anveet “tiny house” : ti munut, e saozneg. Muioc’h muiañ a dud a zibab da vevañ en un tiny, e-giz ‘vez lâret.
Bet omp da welout an ti ha da gomz gant Nicolas ha Célestine. Kinnig a reont o lec’h bevañ.


Pellgargañ an atersadenn

Setu poltriji an tiny. Ha m’ho peus c’hoant mont e darempred ganto evit gouzout hiroc’h : nicolasdemaille@yahoo.fr – 06 73 37 26 95

    

Poltred klasad lise Diwan #9 – Brendan Simon

podkastE miz Mezheven 2001 e tremene klasad diwezhañ al lise Diwan ar vachelouriezh, evel an holl liseidi er vro.
Petra zo deuet da vezañ al liseidi-se, 18 bloaz warlerc’h ?
Peseurt soñjoù o deus dalc’het deus ar mare-se ha petra a dalvez evito bezañ bet skoliataet e Diwan?
Adkavet hon eus lod deus ar promo 2001 evit ober ur poltred klasad, 18 bloaz goude.
Klevet hon eus meur a hini deus ar promo. Hiziv e reomp anaoudegezh gant Brendan Simon, pennkasour er skolaj Diwan.


Pellgargañ an atersadenn

Poltred klasad lise Diwan #8 – Goulc’hen Bijer

podkastE miz Mezheven 2001 e tremene klasad diwezhañ al lise Diwan ar vachelouriezh, evel an holl liseidi er vro.
Petra zo deuet da vezañ al liseidi-se, 18 bloaz warlerc’h ?
Peseurt soñjoù o deus dalc’het deus ar mare-se ha petra a dalvez evito bezañ bet skoliataet e Diwan?
Adkavet hon eus lod deus ar promo 2001 evit ober ur poltred klasad, 18 bloaz goude.
Klevet hon eus meur a hini deus ar promo. Hiziv e reomp anaoudegezh gant Goulc’hen Bijer, skolaer e Diwan Brest.

Pellgargañ an atersadenn