Kemper Volley e lig A

podkastune-qv29-evreuxWarlene eo deuet brav gant skipailh Volley Kemper. Kampionezed Frans int bet e Nationale 1, tapet ganto ar priz neuze ha ar gwir da gemer perzh e kampionad uhelañ volley Frañs, al ligue A. Un taol kaer evit skipailh ur gêr ken bihan ha Kemper. Reun ar Rest, bet sekretour ar c’hlub, hag a zo bremañ o tisplegañ ar matchoù evito, a ginnig deomp istor ar sport e Kemper ha penaos eo deuet da gemer perzh.

Clinton/Trump, peseurt prezidant evit ar Stadoù Unanet ?

podkasthillary-clinton-donald-trumpD’an 8 a viz Du e vo dilennet ur prezidant nevez er Stadoù Unaned, war ar renk Donald Trump evit ar Republikaned hag Hillary Clinton evit an Demokrated. Start eo bet ar c’habalerezh evit ar post prezidant. Komzoù seksist ha gouennelour deus perzh Trump, tamalladennoù goubrenn a-enep da Glinton.
Wayne Mockerman, amerikan eus stad ar Michigan er Stadoù Unanet, a ro deomp e soñj war an dilennadegoù dre Skype ouzh mikro Morgane Bramoullé.

Hag un awen bras eo bet an dilennadegoù-mañ evit lod :

Degemer repuidi er Vro Vigouden

podkastrepuUn nebeut kevredigezhioù a zo e tro war droioù Calais evit sikour an divroidi hag a zo o chom eno da vevañ en an doare an dereatañ posubl, ma c’heller lâr an dra-se. Ha tamm ha tamm zo muioc’h mui a strolladoù tud e bro C’hall oc’h en em renk evit aozañ ar sikourioù deus a-bell. E pep korn bro pe dost zo deus ur gevredigezh evel ar re-se. Bet eo Tunvezh Vloagen oc’h ober anaoudegezh gant hini ar vro Vigouden hag a zo o paouez kas 5 metr-diñs dafar evit en em walc’hiñ betek Calais : Michèle Le Fur a zo prezidantezh an AMPB, Accueil Migrants Pays Bigouden.
M’o peus c’hoant kemer perzh ha sikour ar gevredigezh, pe vefe evit rastellañ dafar evit an divroidi e Calais, pe evit klask lojamantoù er vro Vigouden evit degemer muioc’h a repuad, pe c’hoazh evit degemer ar re a zo da zont e miz Gwengolo ha sikour anezho da vezañ en o aes er vro nevez hag a zo bro C’hall evito, e c’hellit mont e darempred ganto dre ar chom lec’h postel mañ : collectifaccueilpaysbigouden@gmail.com

Pelec’h kavout levrioù e brezhoneg

podkastgolo_skol_mamouted01Kelenner skol-veur war ar brezhoneg hag embanner eo Mark Kerrain. Lakaat a ra ar goaz war an nevezentioù a vez reoliek e bed an embann, met hervezhañ eo diaes kavout an hent war du ar skolioù hag an tiegezhioù brezhonek. Un nebeut stalioù-levrioù arbennig war ar brezhonek ha daou pe dri saloñs er bloaz ne greñvaont ket an traoù… Ul labour fonnus ‘vez kaset gant Sav Heol a-hed ar bloaz koulskoude, ul labour krouiñ ha treiñ oberourien estrañjour evit ar yaouankiz. Titouroù ouzhpenn er pennad-kaoz gant Laetitia Fitamant.

www.brezhoneg.org
klask.com

Loc’het eo an Tro Breiz

podkastp2015_0802_028Loc’het eo an Tro Breiz deus Kemper ar mintin mañ. Goude an oferenn eo aet 1500 pic’hirin deus Iliz Veur Sant Kaourintin war zu Kastell Paol evit an tennad e Penn ar Bed. Ar pic’hirinaj evit enoriñ ar 7 sant a Vreizh a ra berzh bep bloaz ha se dibaoe ar grenn-amzer. A-benn bloaz e vo fin d’an Tro Breiz-mañ, p’eo loc’het deus Landreger e 2011 hag e ranker ober 7 vloaz evit kas ar 600 kilometr. Katell Uguen he deus heuliet al loc’hañ ar mintin-mañ e Kemper.

Priz ar Vugale

podkastskritell priz ar vugaleA-ziwar skouer ar priz ‘les incorruptibles’ (e galleg) eo ganet Priz ar Vugale. Evit reiñ pouez ha talvoudegezh d’ar romantoù skrivet e brezhoneg evit ar vugale hag ar grennarded. Peogwir ne oa ket kalz deusoute c’hoazh un nebeut bloavezhioù zo. Evit broudañ da skrivañ anezhe ivez, anat ! Ha lenn a-stroll, prizañ al lennegezh a-stroll a zo a-bouez. Evel-se eo ganet ar Priz lennegel-se, douget gant an embanner Keit Vimp Bev ha gant ar gevredigezh FEA. Fanny Chauffin a oa dec’h e skol Diwan Penhars evit eskemm gant ar vugale. Deuet e oa gant div oberourez : Mai-Ewen ha Laurence Lavrand.