Saloñs Istor Lec’hel ha Glad Penn-ar-Bed e Rosporden

podkast

D’ar sul 29 a viz Edron (Here) zo bet dalc’het Saloñs Istor Lec’hel ha Glad Penn-ar-Bed. War gumun Rosporden eo tremenet an traoù ar bloaz-mañ. Degemer a raio kumun bro Gerne kevredigezhioù o tont deus lies parrez en departamant. Aozet eo gant an HPPR (“Histoire et Patrimoine du Pays de Rosporden”). He fal a zo lakat war wel sevenadurioù an amzer tremenet. Fañch Nedeleg a zo ezel an HPPR. Emañ deus mikro Tunvezh Wloagen-Grandjean.

Keit Vimp Bev

Camille Argouarc’h, Géraldine Hary ha Morgane Le Coz a zo deuet da ginnig deomp mont en-dro an ti-embann Keit Vimp Bev, anavezet mat gant ar vrezhonegerien. Heuliañ a ra ar stal ar chenchamantoù degaset er mod da ober ha da werzhañ levrioù  gant an amzer o vont e-bioù. Camille gant ar gelaouenn savet evit at grennarded bep miz, Morgane gant ar brud hag ar merañ melestradurel ha Géraldine, kaset er skolioù da ziskouez d’ar vugale petra a dalvez ober ul levr.