An harellerezh diskouezet e Nikon Film Festival

LvcdqFlorian de Vos, goude bezan labouret gant ur strollad studierien, a c’hell konkourin e-touesk ar mil film bennak all war ar renk e Nikon Film Festival. Florian de Vos ha Kilian Jiot-Le Cann o deus savet ar scenario gant tri den all. Faotañ a rae dezhe diskouez un istor diwar-benn an darempredoù kriz a c’heller gouzañv er skol. Julianne Cabioch, a ra hi ar vruderezh evit ar film-se, ‘neus respontet da c’houlennoù Laetitia.

Film Florian De Vos zo da gaout dre www.festivalnikon.fr/video/2015/1245. Votiñ a c’heller ober betek ar 15/02.

Penaos ha perak bezañ Breton ?

podkastidentiteRozenn Milin zo deuet betek studio Radio Kerne evit kinnig al levr “Questions d’identité ou pourquoi et comment être Breton”. An istorourez a-orin eus Bro Leon a zo bet tro ha tro kazetennerez, animatourez ha produerez/sevenourez programmoù evit an tele, e Breizh hag en estrenvro. Amzer he deus bet d’en em sonjal war hec’h idantelezh, met en tu all da se e felle dezhi kaout santimant Bretoned all, holl zisheñvel.

Al laikelezh

podkastligueDisadorn ‘oa pedet an dud d’en em strollañ e Ti ar Sportoù e Kemper d’en em soñjal diwar-benn al laikelezh. Aozet ‘oa ur brezegenn hag ur c’hendiviz gant Kevre Gwirioù Mad-den : arbennigourien o det tro da skrivañ d’en em soñjal war al laikelezh a oa bet pedet da zigeriñ ar gomz ha da c’houde e c’helle bezañ pinvidikaet o c’homzoù gant tud ar publik, laiked ha mouezhioù ofisiel ar relijionoù pleustret er c’horn bro… Tangi Louarn, ezel eus an LDH, Kevre Gwirioù Mab-den e brezhoneg.

Diamant, whiskey koshañ Bro C’hall

bouteillesmenhirs-xlpodkastStrilherez ar Menhir a zo brudetoc’h e gwirionez evit anv ar boesson a vez gwerzhet ar muiañ ganto : o whiskey Ed-Du. Tennañ a ra hennezh e anv deus an ed a vez implijet evel danvez diazez ar boesson : e plas heiz ez eo ed-du hag a zo lakaet da vont e goñv, evit produiñ an alkool 40 derez-se. Ha bremañ emañ Strilherez ar Menhir hag ar familh Lae e penn dezhi, war boent da vezhañ bet lakaet ur whiskey nevez da verzañ. Ar whiskey « Diamant » ‘giz eo bet anavezet ‘n eo ket ken nevez-se pa ‘z eo chomet da gousket 15 bloaz en e varrikenn e gwirionez. Ar whiskey ar c’hozhañ produet e bro C’hall morse. Guy Lae aterset gant Tunvezh Gloaguen-Grandjean.