An aour

podkast

Malzennoù-aour

Malzennoù-aour

Ur chadenn aour a zo bet profet da dTunvezh. Feiz ! N’eo ket aour ! Ha setu emañ Tunvezh ha Benjamin o vont da glask aour ! Med pelec’h ‘vez kavet aour ‘ta ? Penaos ‘vez tennet aour er minoù ? Peseurt-mod dispartiañ an aour diouzh ar c’hwartz ? Un tamm kompliket eo ! Na rit ket biloù koulskoude : an displadenn a vo sklaer evel lagad an naer !

Geriaoueg an abadenn :
ur dro-c’hoûk : un collier
ur galant : un « amoureux »
lugernus : brillant
aour : de l’or
houarn : du fer
kouevr : du cuivre
plom : du plomb
arc’hant : du métal d’argent
ur min : une mine / ur vengleuz* : une carrière
ur wazh* : un ruisseau (« gwès » e vez lâret e Kerne-Izel)
ur roudouz : un ruisseau (« rodo » e vez lâret er Porzhe hag e Kraon)
un tamouez : un tamis
kaeloù : des grilles
malzennoù-aour : des pépites d’or / ur valzenn (ur valvenn) : un cil
ar chadenn : (amañ) la veine, le filon (lodenn ar roc’h lec’h ma vez kavet aour)
kwartz : du quartz
ur bigell : une pioche
an tarzher : le détonateur
tarzhañ : exploser
ur bal* dre dan : une pelleteuse
skolpachoù : des copeaux / des éclats

Un tamm kwartz : aour a vez kavet e-barzh a-wechoù.

Un tamm kwartz : aour a vez kavet e-barzh a-wechoù.

Tokoù-touseg ‘po ?

podkastvliegenzwam_47804209Deuet eo an diskar-amzer hag an tokoù-touseg ! Tunvezh ha Benjamin a ya d’ar c’hoadoù da zastum un nebeut deusouto. Goût a rit petra eo ar miseliom ? Ha penaos e vez gounezet skabelloù-touseg Paris ?

Geriaoueg an abadenn :

stagañ = komañs = kregiñ
patatez = avaloù-douar = pato
kaol = du chou
irvin = du navet
ach = du céléri
chounaï = chou-naved (ur chou-navedenn) : du chou-navet
tok-touseg = skabell-touseg = kabell-touseg = boued-touseg = boned-touseg = krampouz-touseg
ur baner : un panier
kontammus : vénéneux
pistrius : toxique
tachigoù : des petites taches
ar miseliom : le mycélium (korf an tog-touseg dindan an douar)
ar gorzenn = ar skod : la tige
ar gwriziennoù : les racines
ur c’harpofor : le carpophore (penn an tog-touseg)
ur sporenn : un spore (“pollen” an tokoù-touseg)
diframmañ = distrujañ = tennañ kuit
un teuzer ! = ur meuz ! : un régal !

truffe_noire_du_perigord
un drufen = une truffe