Hor beaj e Groenland

podkast

Groenland

Tunvezh ha Benjamin a zo bet o veajiñ e Groenland ! ‘Blam da betra ? Faotañ a ra dezho muzuliañ tempradur ar Pol Norzh ! E Nuuk, kêr vrasañ ar vro, int bet da zigentañ, evit ober anaoudegezh gant an Inuited. Goude bezañ feurmet kayakoù int bet navigal etramek Uppernavik goude-se. Ha dindan un iceberg o deus splujet memes ! N’eo ket yen deoc’h ? Deuit ganeomp !

Geriaoueg an abadenn :

ur gridienn : un frisson
kontañ kaojoù : raconter des bêtises
ambrougiñ : accompagner
kanell : de la canelle
skorn : de la glace (“sorn” / “seurn” e Kerne-Izel)
ar skornenn = ar mor-skorn = ar bañkiz
ur volekulenn <  molekul
ur skorneg = ur park-skorn : un glacier
mut-pesk : muet comme une carpe
un durbodenn : un turbot
kantreerien : des nomades
ejoned gouez : des buffles sauvages
kirvi-erc’h : des rennes
keleoù-mor : des phoques
hediñ : longer
avieliñ : évangéliser
an draen : les arêtes
skorniñ : geler
kig-torr : des courbatures
ar c’hrae : la grève
cheored : des crevettes
ur veuc’h-vor = ur pich marv = un andouilhenn-vor : un concombre de mer
spoue : des éponges
kistin-mor : des oursins

Ar menezioù-tan

podkast

Ar Stromboli

Goût a ouzoc’h petra eo ur menez-tan ? Petra eo ur menez-tan kousket ? Petra eo an diferañs etre ur menez-tan glas hag ur menez-tan ruz ? Pelec’h vez kavet menezioù-tan ? Tunvezh ha Benjamin a zo vont da zeskiñ an traoù-mañ deoc’h ! Pignal a rimp asambles ganto war-lein ar Stromboli e Italia. Peseurt chañsadenn ! Un dislonkadenn a zo o tont ! Goude-se neuze e yimp da welet ur menez-tan droll a-walc’h, ar Pinatubo.

Geriaoueg an abadenn :

ur menez-tan : un volcan
tommheoliañ : s’exposer au soleil
war-gern = war-lein
ar c’hrater = toull ar menez-tan
stokiñ = stekiñ : s’entrechoquer
distokañ : s’écarter
un dislonkadenn : une éruption volcanique
maen-teuz = magma
divouedañ : donner faim
berradennoù-magma : des coulées de lave
temzañ : mettre de l’engrais / temz : engrais
un « takad tomm » : un « point chaud »
difregiñ : détruire
dour-trenk : de l’acide

Ar brezel bras

podkast

Emgann Verdun

D’an unnek a viz Du e vez lidet fin ar brezel pevarzek. Tunvezh ha Benjamin a zo vont da veajiñ da vare ar brezel-mañ ! Digentañ ‘yimp da Sarajevo d’an 28 a viz Even 1914, pa oa bet lazhet an archiduk Fañch-Ferdinant. Goude-se neuze en em gavimp gant soudarded an trañcheou, e-doug emgann Verdun e 1916. Hag evit achuiñ ‘teuimp da Vreizh en-dro, evit gwelet penaos oa buhez ar merc’hed hep ar baotred.

Abadenn Halloween !

podkast

Sitrouilhezenn Halloween

Gouel an Ollsent eo ! Hag evel bep bloaz e vo lidet hennezh gant un abadenn disheñvel a-walc’h diouzh ar re all … abadenn Halloween ! Diwallit mat bugale, spontus e c’hall bezañ an abadenn-mañ !

Geriaoueg an abadenn :
glav-beuz : pluie diluvienne
plegoù krenn : des virages serrés
ur skoasell : une ornière
diskosellañ : sortir de l’ornière
bezañ simudet : être transi
dismañtroù : des ruines
douar-frost = douar-brug : de la terre en friche (ne vez ket labouret an douar-mañ ken)
fregañ e zilhad : déchirer ses vêtements
“m’em bari” : “je te parie
“ne welan ket seurt” : “je ne vois absolument rien
“ne weler ket ur c’heuz !” : “on n’y voit que dalle !
rostañ : rôtir (a-wechoù = deviñ)
sasunañ : assaisonner