Peñse an Titanik

… hag al livañ !
Gant Glenn ha Lou !

Adkavet e vo ‘barzh an abadenn:

Bugale skol Diwan Paris (eh ya!) hag a gonto deomp un tamm eus istor peñse an titanik.

Sonerezh : Les VRP gant ur ganaouenn fentus… a gomz eus ur vag…

An abadenn Loenig Loen : Grafitioù loened a gaver e ker Roazhon, dizoloomp peseurt re gant Rozenn.DD_gwireg

Ur gontadenn a vo klevet ivez : Istor Gireg, al livour bihan…

Hag ar rekipe : Desket e vo penaos fardañ genaouadoù (bouchée) kourjetez ha feta ivez !

DD_bouchees-courgette-et-feta

Breudeur ha c’hoarezed

Breudeur ha c’hoarezed…
… ha verinoù kiwi fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !
Graet gant Katell ha Glenn !

Hiziv e vo klevet skolidi skol divyezhek Pouldavid o vezañ aterset gant Glenn evit gouzout penaos e ya en dro er ger gant ar vreudeur hag ar c’hoarezed…

A hend all e vo klevet tri zon : Jungledance tennet eus levr ar janglenn

An eil: Liliwood gant Prayer in C

An trede a vo ret deoc’h selaoù an abadenn, ur ganaouenn tennet eus albom nevez Jakez ar Borgne, ar ganaouenn a zo anvet Un ton torr-penn.

Mod all e vo desket ur rekipe nevez ivez : Verinoù kiwi ha fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !

An egor

Distro skol e Pleur …
… mui un nebeud fedoù war an egor hag an douar hag ur rekipe evit fardañ kookiz smartiz !

Adkavet ‘vo e-barzh an abadenn :
Atersadenn: Glenn a zo aet daved ar re CM1/CM2 eus skol divyezhek Pleur evit gwelet ganto penaos e ya an distro skol.

Sonerezh: Cool kids gant Echosmith : a-wechoù e c’heller en em santout disheñvel eus ar re al, dreist holl ar vugale “kool”, met kool hervezh piv? Bez kool hervezh da soñj dit te !

Keleier ar vugale: Un nebeud fedoù war an egor hag an Douar evel da skouer…
– Ne ‘z eus avel ebet war al loar, ma rit un dresadenn war an draezenn e chomo e-pad milvedoù a bloavezhioù.41c7611485c41f5e928164888690
– Gellet a reer lammat 6 gwech uheloc’h war al loar.
– Un den hag a bouez 90kg war an Douar en do ur bouez 34kg war planedenn Mars a-blamm d’ar gravitelezh.
– Takenn ruz Jupiter a c’heller gwellet a zo ur gorventenn bras spontus hag a bad abaoe 300 vloaz zo.
– Ma c’hoarvez ur grenn douar e-kreiz ar mor e c’hell sevel gwagennoù divent hag a c’hell dour beuziñ kerioù a-bez. Anvet e vez ar gwagennoù se “Tsunami”

Selaouit an abadenn evit gouzout muioc’h diwar-benn an egor!

Rekipe: Kookiz smartiz

Vakañsoù an hollsent

… hag ur rekipe kake kistin ha dienn maroñs !
gant Glenn ha Morgane !

An atersadenn : Nell Piriou a zo bet aterset gant Glenn evit lâr deomp petra ‘raio e-pad ar vakañsoù.

Sonerezh : Daou don a vo klevet, Just a place in the sun gant Roudoudou

Hag an eil : Here we go gant Alex and Sierra

5026ea6e275f73c02221b91aeecc

Keleier ar vugale : Morgane a lako ac’hanoc’h da selaou un nebeud remixoù bet graet gant kanaouenn ar c’hoari video Supermario. Mod all e vo kaoz ivez eus ur voutailhad dour skornet kavet gant ur gemenadenn e-barzh.

Ar rekipe : Kake kistin gant dienn maroñs, ur c’hake a glot gant mare an diskar amzer, kit da zastum un nebeud kistin ha selaouit ar rekipe amañ !

a8cc9f4287719b49fb9b964df9f0