Tro ar bed e 80 devezh – Eus San Francisco da Londrez en-dro

podkast

Sioued

Dav eo da dTunveas Fogg treuziñ ar Stadoù-Unanet bremañ. Met bras-divent eo ar vro-mañ. Ha ne faot ket bezañ gant dale ! Meur a hini a glasko miret anezhi da zont a-benn d’he beaj, e-giz ar Sioued hag … an aotroù Fix ! Abadenn ziwezhañ avañturioù Tunveas Fogg eo.

Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.

Geriaoueg an abadenn :
bezañ war yun : être à jeûn
drailhañ : (fig.) massacrer
en em chalañ = bezañ nec’het gant
terriñ e sec’hed : étancher sa soif
ur c’hilbennad : une mutinerie

Tro ar bed e 80 devezh – Eus Hong-Kong da San Francisco

podkast

Hong-Kong er bloavezhioù 1800.

Tunveas Fogg, asambles gant he mevel Yann Passepartout hag Aouda, a zo vont da Hong-Kong. Rankout a reont mont da San Francisco goude-se. Kouskoude emañ Fix o c’hortoz anezho war kae ar porzh …

Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.

Geriaoueg an abadenn :
boued-kroug : gibier de potence
rambreal : divaguer
bezañ soursius eus : être soucieux de …
deskamant : éducation / bagage intellectuel
ul ledenez : une presqu’île
kousket evel ur broc’h : dormir comme un loir (ur broc’h : un blaireau)
mav = drev = seder
galoupad = redek
evachoù : des boissons
digor eo ma askelloù = mezv on
tommaat e vri = evañ kalz (se saouler)

Tro ar bed e 80 devezh – Janglenn India

podkast

Tro ar bed e 80 devezh

Setu amañ eil lodenn avañturioù Tunveas Fogg tro ar bed. Houmañ ha Yann Passepartout a zo o veajiñ e-kreiz India. Gant labourioù eo stanket an hent-houarn koulskoude … Peseurt-mod ober evit mont da Galkuta ‘ta ?

Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.

Geriaoueg an abadenn :
pulluc’hañ : consumer / brûler fort
yennañ = sac’hañ
amañ e-giz-mañ (“amañ ‘gi’-mañ) : ici-même
diskrapad : s’agiter / se démener
c’hwiled-derv : des hannetons
diseblant = digas : imperturbable
ar moson : la mousson
ur skoulfad : une giboulée / une averse
“ur farsite eo gwelet ar marmoused-mañ” : “il est comique de voir ces singes-ci”
dister : insignifiant
ur glesker = ur gwesklañv = ur ranik (gourel eo e brezhoneg)
burbu : des pustules
“un tampl gouestlet da C’hali” : “un temple dédié à Kali”
“c’hwi zo derc’h ennoc’h” : “vous avez grand coeur” (derc’h : coeur d’un tronc d’arbre)
savaret (-at) = komz = kaozeal = prechañ = prek
ober kasellig da u.b. : soutenir quelqu’un (ur gazel : une aisselle)
ober galv : faire appel
ur c’hred : une caution

Tro ar bed e 80 devezh – Eus Londrez da Vombay

podkast

Tro ar bed e 80 devezh (film – 1956)

Tunveas Fogg hag he mevel Yann Passepartout a zo o vont d’ober tro ar bed . e pevar-ugent devezh ! Gwall zañjerus eo an hent koulskoude. Ha piv eo Fix ‘ta ? Hennezh a vez o heuliañ anezho abaoe un nebeut devezhioù …

Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.

Geriaoueg an abadenn :
ar bellen-douar : le globe terrestre
ar meurvor = ar mor bras
koñjeañ : congédier, renvoyer
ur mevel : un valet
ur vatez : une bonne
strizhañ : rétrécir
ur bariadenn : un pari
ur val : une malle
ur pallen-beajiñ : une couverture de voyage
un toucher : un cocher
gedal : guetter
herpel = herzel = arestiñ
m’hen dare … = je me demande …
disakrañ : profaner
« ur vezh ruz eo !» : « c’est une honte ! »
mont diarc’hen : aller nu-pied