Karront Sant-Jakez

Pegen tomm eo an amzer war-c’horre Merc’her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c’haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d’al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha pelloc’h c’hoazh bep sizhunvezh, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard, evit deskiñ sekrejoù an neñvoù !

Mont d’al Loar (1/6)

podkast

Wernher von Braun

Abaoe pell ‘zo o deus c’hoant an dud da vont d’al Loar. Jules Verne, Hergé, Georges Méliès ha lod all c’hoazh, kalz tud o doa soñjet en ur veaj war-c’horre al Loar pell a-raok ar Brezel Yen. E fin ar bloavezhioù 1950 neuze ‘oa komañset an Amerikaned hag ar Russed d’en em chikanañ evit mont d’al Loar …Hag ur skiantour nazi an hini oa ‘noa lakaet an traoù da vont war-raok ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn