Pennoù nevez Radio Kerne

DSCN0704Erru hor bidoc’hig ! Tunvezh hec’h anv, plac’h ar vro vigoudenn ha brezhoneg livet ganti ! Klevout a reoc’h he mouezh flour abred deus ar mintin en abadenn Tarzh an Deiz hag oc’h atersiñ tud eus ar vro en Divskouarn o Nijal. Bourrus ‘kavoc’h ho amzer ganti ! Ha Leo Guillerm zo arru nevez zo e skipailh Radio Kerne ivez : kas a raio ar gronikenn Selaou selloù hag un abadenn An Divksouarn o Nijal. E benn peus gwelet marteze en tele, pa n’eus bet e-pad daou viz da c’hoari Budog e ‘Breizh Kiss’!

Devezh diwezhañ Brieg e Radio Kerne

DSCF1379

Burev Brieg a vanko deomp…

Hiziv e lâromp Kenavo da v/Brieg, bet ganeomp ‘pad tri bloaz. Klevet ‘peus anezhañ o kinnig an abadenn vintin Tarzh an Deiz, ar c’hrogadoù mell-droad hag o kemer perzh en abadenn Deomp dezhi dreist-holl da vare Nedeleg, un Tad Nedeleg deus ar varrekañ eo bet war hor gwagennoù. Anavezet eo Brieg er radio evit ar bordel bras ‘vez kavet war e vurev, e zoare da gontañ ‘pad devezhioù penaos en deus tapet pesked e-leizh hag ar fed e plij dezhañ ar muzik funk betek re. Kuitaat a ra Brieg ar radio evit mont da veajiñ e pep korn ar bed hag e hetomp dezhañ un hent brav. Met sur a-walc’h e vo klevet en-dro war gwagennoù Radio Kerne o kontañ deomp e avañturioù !

DSCF1383

Kenavo Bribri !

Ar Maezioù e podkast

podkastpiba1N’ho peus ket gellet mont da welet Ar Maezioù, ar fiksion radio c’hoariet ha skignet war-eeun ? Amañ ‘mañ da selaou en-dro ha da bell kargañ.

Ar Maezioù diwar The Country gant Martin Crimp

Piv eo ar plac’h vadaouet dastumet da noz gant Richard war bord an douflez ? Perak e ro bod dezhi er gêr ?
Corinne, Richard, Rebecca…Piv a lâr gaou, piv a lâr gwir ? Gant Ar Maezioù e ra dimp Martin Crimp avañturiñ dre hentoù kevrinus hag arvarus ar c’hoantoù hag an anken.

A-benn chom tost diouzh bed an « arvestoù bev » eo bet dibabet gant Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale labourat war un oberenn c’hoariva a-vremañ : THE COUNTRY – AR MAEZIOÙ, gant ar skrivagner saoz Martin Crimp. Krouet e vo ar pezh-c’hoari skingomz diwar un destenn skrivet en un doare resis ha kizellet munut, ha diwar he zroidigezh brezhoneg. Ar pep brasañ eus al labour a vo graet e-pad ar prantad pleustriñ, evel er c’hoariva, gant ar pal « lec’hiañ » anezhañ evit ar skingomz. Ar prantad « enrollañ-skignañ » a vo graet dirak arvestourien, evit chom gant ur spered « arvest bev ». Termenet e vo an dachenn c’hoariva dre ar son da gentañ neuze, ha pal an tri aktour, ar soner hag an trouzer, asambles gant al leurenner, a vo reiñ buhez da bed Martin Crimp.

Troidigezh/dramaturgiezh : Mich Beyer
Produet gant DIZALE – RADIO KERNE – TEATR PIBA
Rennerezh arzel : Thomas Cloarec,
Aktourien : Loeiza Beauvir , Marion Gwen, Tony Foricheur,
Sonnerezh : Jérôme Kerihuel,
Son ha trouzioù : Javier Marin Leyton,
Merourien son : Gwenole Peaudecerf (TEATR PIBA) Jean-Marie Ollivier (DIZALE) ; Gaël Hélary (RADIO KERNE),
Produiñ : DIZALE-RADIO KERNE,
Grafegezh : Camille Argouarc’h,
Gant sikour : Rannvro Breizh/FALB – An Artemuz e Brieg.

War-eeun eus Foar ar C’hezeg e Bulat

Horse_mouthD’ar 14 a viz Gwengolo e vimp war-eeun eus Bulat-Pestivien en Aodoù an Arvor.

Etre 7e30 ha 9e30 – mouezh dous Marie-Laure Groix evit dihuniñ ac’hanoc’h

Etre 9e30 ha 11e30 – Yann-Ber Guyader, paotr ar c’hezeg a bedo tud ar vro tro-dro d’an daol

Ha pep tra e brezhoneg Bro Dreger evel just !

Mouezhioù nevez war gwagennoù Radio Kerne

O paouez degemer tud nevez er radio emaomp ! Daou zen yaouank a raio ur servij keodedel e Ploneis betek miz Ebrel 2016.

Benjamin Bouard

Hannah Moal

Hannah Moal, plac’h Douarnenez, brezhoneg brav ganti a vo e-karg eus an abadenn Deomp Dezhi, an abadenn evit ar vugale ha sevel a raio ivez un abadenn An Divskouarn O Nijal bep sizhun.

Benjamin Bouard zo deuet espres-kaer eus Roazhon evit labourat er radio. E-karg e vo eus an abadenn Deomp Dezhi hag e klevoc’h e vouezh en abadenn An Divskouarn o Nijal bep sizhun.

Degemer mat dezho neuze !

Ar Maezioù – ur pezh-c’hoari evit ar radio

armaeziouBZGTeatr Piba, Radio Kerne ha Dizale a ginnig deoc’h ur pezh-c’hoari evit ar radio, ur faltazi a-vremañ e brezhoneg, Ar Maezioù, diwar The Country gant Martin Crimp. Enrollet e vo dirak ar publik d’ar Merc’her 16 a viz Gwengolo da 8e noz ha skignet e vo war hor gwagennoù er memes tro.

Digor d’an holl adalek 14 bloaz.
Digoust gant ma vo miret ho plasoù en a-raok (80 arvester d’ar muiañ).

An Doktor Richard hag e vaouez Corinne o deus kuiteet Londrez, a-benn bevañ ur vuhez siouloc’h, war ar maez, e lec’h ma chomont bremañ. Distreiñ a ra Richard an nozvezh-mañ, gant ur vaouez dianav, « en deus kavet astennet en ur foz, war vord an hent », emezañ.
O kousket emañ hi.

Troet gant Michèle Beyer.
Dindan renerezh arzel Thomas Cloarec.
Lennet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir, Marion Gwen ha Tony Foricheur.
Sonerezh war eeun : Jérôme Kerihuel.
Trouzioù : Javier Marin Leyton.
Rener teknikel son : Jean-Marie Ollivier, teknik son sonerezh/trouzioù : Gwenolé Peaudecerf.
Son ha skigner radio war-eeun : Gaël Hélary.
E-karg eus ar broduiñ : Samuel Julien-Dizale, Maiwenn Le Nedellec-Teatr Piba.
Kehentiñ : Lou Millour-Radio Kerne, Maiwenn Le Nedellec-Teatr Piba.

Gant sikour Rannvro Breizh/FALB 2015 – An Arthémuse e Brieg

Lec’hienn nevez Radio Kerne

Merzhet ‘peus eo nevez flamm lec’hienn internet Radio Kerne ! Ul lec’hienn nevez evit mont gant araokadur ar radio : chañjet eo bet kael ar programmoù, abadennoù nevez a vo kaset da benn (gouestlet d’ar sport, d’ar politikerezh, d’ar skiantoù…) hag e vimp muioc’h war internet. N’eo ket kevezet an daou vedia-mañ, ar radio hag an internet met un dachenn nevez eo evidomp evit tizhout muioc’h a dud e doareoù disheñvel.

War al lec’hienn :

  • an holl abadennoù, zoken kronikoù berr, da bodkastiñ ha da selaou war al lec’hienn
  • pajennoù gouestlet d’an abadennoù hir, Tarzh an Deiz ha Re Bell Ganti evit adkavout an titouroù meneget gant an animatour.ez buan (agenda, titl ul levr pe ur bladenn, videoioù liammet gant ar sujedoù skignet)
  • Korn ar Vugale gouestlet d’an abadenn Deomp dezhi. Rekipeoù, atalieroù, videoioù ha c’hoarioù gant ul lodenn evit eskemm war-eeun gant ar selaouerezed ha selaouerien yaouank
  • keleier ar radio evit heuliañ nevezentioù ar studio (kinnigoù labour, atalieroù aozet gant ar skipailh, abadennoù war-eeun war an dachenn, krogadoù mell-droad kinniget e brezhoneg)
  • hag ur benveg evit adkavout anv an arzour ha titl an ton ‘neus lakaet ac’hanoc’h da zañsal e kreiz an noz

Ha pep tra e brezhoneg penn da benn met ivez e galleg hag a-benn nebeut e saozneg…

Enjoy !