An egor

Distro skol e Pleur …
… mui un nebeud fedoù war an egor hag an douar hag ur rekipe evit fardañ kookiz smartiz !

Adkavet ‘vo e-barzh an abadenn :
Atersadenn: Glenn a zo aet daved ar re CM1/CM2 eus skol divyezhek Pleur evit gwelet ganto penaos e ya an distro skol.

Sonerezh: Cool kids gant Echosmith : a-wechoù e c’heller en em santout disheñvel eus ar re al, dreist holl ar vugale “kool”, met kool hervezh piv? Bez kool hervezh da soñj dit te !

Keleier ar vugale: Un nebeud fedoù war an egor hag an Douar evel da skouer…
– Ne ‘z eus avel ebet war al loar, ma rit un dresadenn war an draezenn e chomo e-pad milvedoù a bloavezhioù.41c7611485c41f5e928164888690
– Gellet a reer lammat 6 gwech uheloc’h war al loar.
– Un den hag a bouez 90kg war an Douar en do ur bouez 34kg war planedenn Mars a-blamm d’ar gravitelezh.
– Takenn ruz Jupiter a c’heller gwellet a zo ur gorventenn bras spontus hag a bad abaoe 300 vloaz zo.
– Ma c’hoarvez ur grenn douar e-kreiz ar mor e c’hell sevel gwagennoù divent hag a c’hell dour beuziñ kerioù a-bez. Anvet e vez ar gwagennoù se “Tsunami”

Selaouit an abadenn evit gouzout muioc’h diwar-benn an egor!

Rekipe: Kookiz smartiz

Vakañsoù an hollsent

… hag ur rekipe kake kistin ha dienn maroñs !
gant Glenn ha Morgane !

An atersadenn : Nell Piriou a zo bet aterset gant Glenn evit lâr deomp petra ‘raio e-pad ar vakañsoù.

Sonerezh : Daou don a vo klevet, Just a place in the sun gant Roudoudou

Hag an eil : Here we go gant Alex and Sierra

5026ea6e275f73c02221b91aeecc

Keleier ar vugale : Morgane a lako ac’hanoc’h da selaou un nebeud remixoù bet graet gant kanaouenn ar c’hoari video Supermario. Mod all e vo kaoz ivez eus ur voutailhad dour skornet kavet gant ur gemenadenn e-barzh.

Ar rekipe : Kake kistin gant dienn maroñs, ur c’hake a glot gant mare an diskar amzer, kit da zastum un nebeud kistin ha selaouit ar rekipe amañ !

a8cc9f4287719b49fb9b964df9f0

Ar boued

imagesKaoz a vo gant Morgane ha Glenn eus ar boued. Evit se ez eo aet Glenn da atersiñ bugale skol Diwan Kerfeunteun e Kemper. Morgane a roio deoc’h titouroù dedennus diwar benn ar boued er bed dre vras. Tonioù a vo klevet ivez, an hini kentañ anvet “Je m’ai gouré je m’a trompé” gant ar strollad Les Bouzkidous hag an eil gant Les Ours du Scorff anvet “Le garou végétarien”.

Deskit penaos ober ur c’h/cake sitroñs ha rezin sec’h gant Glenn !
Ezhomm ho po:
– 125g amann dous
– 220g sukr poultrennek
– 3vi
– 225g bleud
– 10 sl dienn fresk ( crème fraîche)
– Ur sitroñs
– 160g rezin sec’h
– 1 sac’had goedenn