Ar vuhez er skolaj

6e6fd33b200003d83fca5a08fd3dEr sizhun mañ e vo kavet b’an abadenn un atersadenn eus skolajidi 6vet Skolaj Diwan Jakez Riou. Aet eo Glenn da c’houlenn diganto penaos e yae an traoù ha penaos en em santent goude tri miz b’ar skolaj. Selaouet e vo ur gontadenn ivez, hini Ulis tennet eus mojennoù an henamzer Gresian. Ur rekipe a vo roet deoc’h ivez, penaos fardañ ur c’hake bananez gant karambar !

An dazont

… hag ur sandwich robod !
Gant Morgane ha Glenn !

An atersadenn : Aet eo Glenn daved skolajidi divyezhek skolaj Brizeux e Kemper evit goulenn diganto o soñjoù diwar-benn an dazont.

Sonerezh : Domo arigato Mr.Roboto gant ar strollad Styx hag an eil : Arcades gant C2C.

Keleier ar vugale : Morgane a gaozeo deoc’h diwar-benn arloadoù (applications) nevez a c’hell sikour ar gerent da verañ o bugale, pelec’h emaont, piv o deus galvet ha memes lazhañ an hezoug ma ne vez ket respontet gant ar vugale…

Ar rekipe : Ur robod sandwich deuet eus an dazont evit bezañ debret ! Selaouit ouzh an abadenn evit gouzout penaos ober !

DD_robot